Catholicon
Ar c’hCatholicon, ar geriadur kentañ e brezhoneg, a oa bet skrivet e teir yezh, brezhoneg, galleg ha latin : ennañ e vez kavet an droidigezh c’hallek eus ar gerioù brezhonek kement hag o c’hevatal e latin.
Ar c'hentañ geriadur galleg an hini eo ivez enta.
Savet e voe, pe beurechuet da vihanañ, e 1464 (d'ar 16 a viz Eost hervez) gant Jehan Lagadeuc, person e Plougonven, ha moullet e voe evit ar wech kentañ d'ar 5 a viz Du 1499 e Landreger gant Jehan Calvez (Euzen Roperz e lizherennour). O soñjal e kloareged yaouank Breizh o vont war o studi e oa bet savet an oberenn-mañ evit o skoazellañ evel ma vez diskouezet splann amañ dindan :
Me, Yann Lagadeg, eus parrez Plougonven, en eskopti Treger, Bachelour war an arzoù hag an dekredoù, goude ma n'on ket dellezek d'en ober, savet am eus al levr bihan-mañ evit talvezout da gloer vihan baour Breizh peotramant d'ar re zo dizesk war al latin. (bet treuzskrivet e brezhoneg a-vremañ).
Anvet e oa bet Catholicon (geriadur hollel), pa ne oa ket bet roet an anv-se gant an oberour, moarvat diwar anv ur geriadur all, ar geriadur latin brudet a oa anvet Catholicon ivez (Summa grammaticalis quae vocatur Catholicon), savet gant an Dominikan Giovanni Balbi, eus Genova, (e latin Johannes Januensis de Balbis), hag echuet d’ar 7 a viz Meurzh 1286.
Miret e vez un dornskrid eus an oberenn er Bibliothèque nationale de France niverennet Latin 7656, anezhañ 131 follenn skrivet war an daou du anezho. Un adskrid eus ar skrid orin eo, ha mankout a ra an drederenn eus ar follennoù.
Da lenn
- Le Catholicon, advoulet diwar skouer embannadur Jehan Calvez (1499) gant Christian-J. Guyonvarc'h, Éditions Ogam, Roazhon (1975), adembannet gant Editions Armeline, Brest (2005).
- Le Catholicon armoricain kinniget ha treuzskrivet gant Jean Feutren, embannet e 1977, Mayenne. Reiñ a ra an embannadur-mañ ur faksimile eus ar skrid war an tu dehou, hag un treuzskrivadur gant lizherennoù latin war an tu kleiz, ur bern notennoù war geriaoueg ar galleg ha traoù all. Levr keinet.
- Le vocabulaire breton du Catholicon gant Gwennole Le Menn, Skol, 2001. Roll ar gerioù brezhoneg a gaver e-barzh, gant o stumm a-vremañ, ar stumm m'edont skrivet en embannadur 1499, hag o zroidigezh c'hallek.
- Le Catholicon de Jehan Lagadeuc, Pierre Trepos, Emgleo Breiz, 1965.