28 Mae
Neuz
| ||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
Darvoudoù
- 1588 : ar Grande y Felicísima Armada, gant 130 lestr ha 30 000 den eus Spagn war o bourzh, a ya kuit eus porzh Lisbon da vont da dagañ Bro-Saoz (betek an 30 a viz Mae e vo listri o tont er-maez eus ar porzh).
- 1918 : dizalc’hiezh kentañ republik Armenia.
- 1918 : dizalc’hiezh Azerbaidjan e stumm ur republik demokratel.
- 1932 : peurechu eo al labourioù evit serriñ mor-bihan ar Zuiderzee en Izelvroioù. Dont a ra da vezañ an IJsselmeer, ha tamm-ha-tamm e vo gounezet polderioù diwar e goust.
- 1937 : e San Francisco, e Kalifornia, digoradur ofisiel ar Golden Gate Bridge d’ar c’hirri gant ar prezidant Franklin Delano Roosevelt.
- 1940 : kodianañ a ra Belgia gant Alamagn.
- 1964 : savet eo an Aozadur evit Dieubidigezh Palestina.
- 1974 : e Norzhiwerzhon eo echu gant rannadur ar galloud etre ar c’hostezennoù, abalamour d’un harz-labour gant ar Lealourion.
Ganedigezhioù
- 1759 : William Pitt ar Yaouañ, kentañ ministr ar Rouantelezh Unanet († 23 a viz Mezheven 1806 e Londrez).
- 1779 : Thomas Moore, barzh saoznek eus Iwerzhon († 25 a viz C'hwevrer 1852 e Bromham (Bro-Saoz)).
- 1823 : Anna Vezmeur, leanez skrivagnerez vrezhonek († 30 a viz Genver 1909 e Kraozon).
- 1884 : Edvard Beneš, politikour tchekoslovak († 3 a viz Gwengolo 1948 e Sezimovo Ústí (Tchekia)).
- 1889 : Richárd Réti, mestrc'hoarier echedoù tchekoslovak († 6 a viz Even 1929 e Praha (Tchekia)).
- 1908 : Ian Fleming, skrivagner saoz, krouer James Bond († 12 a viz Eost 1964 e Canterbury (Bro-Saoz)).
Marvioù
- 1795 : Sébastien de La Haye de Silz, jeneral chouan (° 7 a viz Meurzh 1757 en Arzhal).
- 1843 : Noah Webster, skrivagner ha geriadurour amerikan (° 16 a viz Here 1758 e West Hartford (Stadoù Unanet)).
- 1849 : Anne Brontë, skrivagnerez saoznek (° 17 a viz Genver 1820 e Thornton (Bro-Saoz)).
- 1916 : Ivan Franko, skrivagner ukrainek (° 15 a viz Eost 1856 e Nahouievytchi (Ukraina)).
- 1959 : Robert Morton Nance, adsaver ar c’herneveg (° 1873 e Kerdiz (Kembre)).
- 1982 : Henri Dyèvre, ijinour, dastumer lec’hanvioù brezhonek (° 21 a viz Kerzu 1893 e Gwened).
Lidoù
- Devezh ar Republik en Azerbaidjan hag en Armenia.
- Devezh ober traoù evit yec'hed ar merc'hed er bed.