Emgann Dybbøl
Neuz
Emgann Dybbøl | |||||||
---|---|---|---|---|---|---|---|
Tamm eus Eil Brezel Schleswig | |||||||
| |||||||
Emgannerien | |||||||
Prusia | Danmark | ||||||
Niver a emgannerien | |||||||
11 000 kentañ wagenn 26 000 da c'hortoz 126 kanol | 5000 6000 da c'hortoz 66 kanol, 11 mortez | ||||||
Kolloù | |||||||
1201, lazhet pe gloazet pe prizoniet | 4834 (tro 700 lazhet, 554 gloazet, 3534 prizoniet) |
Emgann Dybbøl (Danek: Slaget ved Dybbøl; Alamaneg: Erstürmung der Düppeler Schanzen) a voe emgann bennañ Eil Brezel Schleswig mintin an 18 a viz Ebrel 1864 goude ur sez a oa bet kroget d'ar 7 a viz Ebrel. Nerzhioù lu Danmark a voe flastret gant re Prusia, ar pezh a voe diazez da zisorc'h ar brezel. Dybbøl a oa bet ivez un dachenn emgan e-pad ar C'hentañ Brezel Schleswig.
Kenaroud
Goude ma voe bet aloubet Dugelezh ar Schleswig e miz Du 1863 gant ar roue danat Christian IX (a oa ivez dug Schleswig), Prusia hag Aostria a aloubas Jutland e miz Genver 1864.
Adkemer
- Bep bloaz e vez aozet gant Danmark ul lid koun e Dybbøl d'an 18 a viz Ebrel. Soudarded Danmark gwizket gant lifreoù marevezh an emgann a vez. Evit 150vet deiz-ha-bloaz an emgann d'an 18 a viz Ebrel 2004 e voe savet un abadenn veurk. [1] Hiziv-an-deiz e vez implijet c'hoazh an emgann pa vez kaoz eus al liammoù etre Danmark hag Alamagn.
- Carl Klinke, ur soudard prusian a vefe bet o kas gantañ ur sac'had danvez-tarzh betek kreñvlec'h pennañ an Daniz hag emlazhet o toullañ ar voger. Savet e voe ur barzhoneg gant Theodor Fontane.
- Johann Gottfried Piefke, ur sonaozour kannoù-bale milourel brudet a savas ur c'han-bale anvet Düppeler Schanzen-Sturmmarsch evit enoriñ an emgann-se.