Klaoda
Neuz
Klaoda, pe Glaoda, pe Klaod, a zo un anv-badez brezhonek. Dont a ra eus brezhonekadur an anv gallek Claude, a deu eus al latin Claudius. Evel an anv gallek e vez roet koulz da baotred evel da verc'hed.
Anaout a reer stummoù gwregel, Klaodina, Glaodina, diwar ar stumm gallek Claudine.
N'eo ket bet roet an anv brezhonek-se war-eeun, en ur mod ofisiel.
Er yezhoù all
- galleg : Claude, roet da baotr pe blac'h, Claudine, roet d'ur plac'h
- alamaneg : Claude, Klaus d'ur paotr; Claudia, Klaudia d'ur plac'h
- hungareg : Kolos
- italianeg : Claudio d'ur paotr; Claudia, d'ur plac'h
- latin : Claudius
- nederlandeg : Claudius
- poloneg : Klaudiusz; Klaudia
- portugaleg: Cláudia,
- ruseg : Клавдя (Klavdia)
- svedeg : Claudius
Tud
-e Breizh
- Klaoda Bro-C'hall, merc'h henañ Anna Breizh, ha rouanez Bro-C'hall er XVIvet kantved,
- Glaoda Marigo, oberour ar c'hentañ Buhez ar Sent en XVIIIvet kantved,
- Glaoda ar Prad, skrivagner brezhonek,
- Klaod an Duigou, emsaver,
- Klaodina Mazeas, dastumerez sonioù, eus Gwengamp,
- Yann-Glaod Morvan, kelenner brezhoneg,
- Klaod an Intañv, skolaer e Lannuon, ha kaner festoù-noz.
-er broioù all:
Lennegezh
- Glaodina Kabon, div werz e Gwerziou Breiz Izel.
- Klaodinaig, pe Minorez Kerzadiou, e Plougastell, e-barzh Marvailhou ar Vretoned e-tal an tan, gant Klaoda ar Prad.