Nikolaz Mira
- Sant Nikolaz a zegas amañ. Evit sterioù all Sant-Nikolaz, gwelet Sant-Nikolaz (disheñvelout).
Sant Nikolaz, anavezet evel sant Nikolaz Mira pe sant Nikolaz Bari, a oa ganet e Patara, en Likia, en 270, ha marvet en 345 a oa eskob Mira en Azia Vihanañ. Ur sant poblus eo, ha diwarnañ eo bet krouet an Tad Nedeleg.
Etre istor ha mojenn
Kempredad Sened-Meur kentan Nikaia e voe. Hervez an hengoun e saveteas o buhez da dri ofiser roman bet kondaonet e gaou d'ar marv gant an impalaer. Argouroù en deus roet ivez da veur a blac'h yaouank paour, a vije bet tonket d'an dizenor hep e skoazell. Ar burzhudour bras-mañ a vez kehelet a-unan gant an ilizoù reizhkredennek ha katolik. En XIvet kantved eo e kreskas e vrud er C'hornôg, gant treuzdougenadur e relegoù da gêr Bari, e kreisteiz Italia.
Bez ar sant
Meur a vez zo anavezet dezhañ, pa voe kaset e relegoù eus Azia da Europa.
Mojennoù
A bep seurt mojennoù zo bet steuet diwar e benn.
Darn a ra anv eus Sant Nikolaz o saveteiñ listri hag a oa o vont da goll war ur mor diroll, pe o sioulaat an avelioù, pe o sturiañ al lestr d'ar porzh.
Gouel
D'ar 6 a viz kerzu emañ Gouel Nikolaz[1], e meur a vro en hanternoz ha kreiz Europa, ha dreist-holl Belgia, Luksembourg, Loren, Elzas, an Izelvroioù (broioù eus an Impalaeriezh Santel), hag Alamagn dre vras, ha Suis, ma ro profoù d'ar vugale fur. Lidet e vez ivez en Akitania, Spagn hag Italia.
Sant paeron
Sant paeron Loren ha Rusia eo, hag ivez hini Freiburg (Suis) hag ar skolidi.
Lennegezh
- Er gontadenn Bertele, e Koñchennoù eus Bro ar Stêr Aon.