Mont d’an endalc’had

Lezvamm

Eus Wikipedia
Stumm eus an 10 Her 2022 da 13:38 gant InternetArchiveBot (kaozeal | degasadennoù) (Rescuing 1 sources and tagging 0 as dead.) #IABot (v2.0.9.2)
(diforc'h) ← Stumm kent | Gwelet ar stumm red (diforc'h) | Stumm war-lerc'h → (diforc'h)

Al lezvamm eo gwreg an tad intañv, en ur gevredigezh ma ne oa ket a dorr-dimeziñ, pe an hini he deus kemeret lec'h ar vamm, hervez savboent ur bugel.

N'eo ket heñvel ouzh ar vamm-gaer eta.

Gwechall e teue ur plac'h da lezvamm en un ti pa zimeze gant un intañv. Abaoe m'az eo aotreet an dizimeziñ e teu ar plac'h da lezvamm pa zimez d'ur paotr a zo tad dija.

Al lezvamm drouk

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E mojennoù kozh Hellaz, hini Ino da skouer, evel e kontadennoù ar Grennamzer, pe e gwerzioù Breizh, e vez diskouezet al lezvamm evel ur vaouez drouk, o klask kaout an dizober eus bugale kentañ he fried, pe oc'h ober vil dezho.

En un doare all e weler al lezvamm oc'h orgediñ ouzh he lezvab, evel e mojenn Faedra, pe en istor Parisina Malatesta.


E lec'h al lezvamm drouk e weler hiriv skeudenn al leztad drouk o kemer he lec'h, abalamour d'ar c'hemmoù er gevredigezh.

Oberennoù ma'z eus kaoz enne eus ul lezvamm

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liamm diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Wikeriadur
Sellit ouzh ar ger lezvamm er
wikeriadur, ar geriadur frank.