Mont d’an endalc’had

Michel Mohrt

Eus Wikipedia
Stumm eus an 29 Mez 2024 da 17:50 gant Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
(diforc'h) ← Stumm kent | Gwelet ar stumm red (diforc'h) | Stumm war-lerc'h → (diforc'h)

Michel Mohrt a zo ur skrivagner breizhat gallek ganet e Montroulez d'an 28 a viz Ebrel 1914, ha marvet d'ar 17 a viz Eost 2011 e Pariz. Ezel e oa eus an Akademiezh c'hall, ha priz bras romant an Akademiezh c'hall en devoa bet e 1962 evit La Prison maritime a zo e levr anavezetañ ma vez taolennet ennañ Emsav Breizh a-raok ar brezel.

Michel Mohrt hag ar brezhoneg

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Skeudennet e oa bet gantañ levr Jakez Riou Gorsedd Digor (1928). Pa oa bet degemeret en Akademiezh c'hall e 1985 en devoa distaget un nebeud bommoù brezhoneg, ha Jean d'Ormesson en devoa degemeret anezhañ gant ur frazenn vrezhonek ivez, en e brezegenn[1]. Savet e vije bet a-enep mennad an Akademiezh c'hall a-enep meneg ar yezhoù-rannvro e bonreizh ar Republik c'hall[2].

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]