Mont d’an endalc’had

Diwan

Eus Wikipedia
Skol Diwan e Kastell-Paol

Diwan zo ur rouedad skolioù, kentañ derez hag eil derez, ma vez kelennet e brezhoneg.
Kevredigezhel hervez lezenn c'hall ar 1añ a viz Gouere 1901, lik, digoust ha digor d'an holl ez eo ar skolioù Diwan. Krouet e voe ar gevarzhe hag, diouzhtu goude, ar skol gentañ e 1977. Ur c'hevredad kevredigezhioù eo pa vez meret pep skol, skolaj ha lise gant kevredigezhioù lec'hel. E Gwengolo 2016 e oa 47 skol, 6 skolaj hag ul lise, gant 4 242 skoliad enno[1] (4,4% a gresk er c'hentañ derez hag 1,6% en eil derez e-keñver ar bloaz a-raok).
Kevredet eo an teir c'hevredigezh Dihun, Div Yezh ha Diwan a-benn diorren ar c'helenn e brezhoneg.

Pal ar skolioù Diwan

Dre ma chome diseblant politikerien Breizh ha re ar Stad C'hall ouzh dazont ar brezhoneg, ha dre ma ne oa lec'h ebet evitañ en deskadurezh c'hallek e voe krouet skolioù Diwan gant un dornad stourmerien, dezho bugale en oad da vont d'ar skol. Kaoz a oa bet eus Garm evel anv d'ar rouedad, met skeudenn ar blantennig o tont a-rez d'an douar a voe kavet gwelloc'h pa arouezie ar bromesa da reneveziñ implij ar brezhoneg gant ar remziadoù nevez.

Istor

An div skol gentañ e 1977

Reun an Ostiz (René L'Hostis), soner, ezel eus ar CGT hag eus an UDB, o welet ne oa lec'h ebet evit ar brezhoneg er reizhiad kelenn gall, a gendrec'has un dek bennak a familhoù, ar c'huzul-kêr hag ar senedour Alphonse Arzel da zigeriñ ur skol-vamm vrezhonek penn-da-benn.
Pa oa aet un nebeud tud eus ar gevarzhe Skol an Emsav da arsellout ouzh ar skolioù Ikastola e euskareg e Bro-Euskadi er bloaz 1975 e voe aozet un emvod foran e sal liessportoù Gwitalmeze e Mae 1976. An daou brezegenner a voe Yann Trellu (o chom e Euskadi) ha Reun an Ostiz. Ne voe savet goulenn ebet gant an tregont bennak a dud, ken divoas e oa ur seurt embregenn hervez deskrivadur Pêr-Vari Mallegol (Pierre-Marie Mallégol).
Hervez Reun an Ostiz e krogas un nebeud tud, hag eñ brouder anezho, da adneveziñ skol gozh Lambaol-Gwitalmeze en 1976 pa oa bet rakwelet bezañ prest e C'hwevrer 1977. Kinniget e voe krouiñ ur Greizenn evit ar vugale vihan[2] da guzul ti-kêr Lambaol-Gwitalmeze d'an 21 a viz C'hwevrer 1977 hag e voe asantet feurmiñ al lec'h. Divizet e voe disklêriañ ar gevarzhe Diwan goude ur emvod gant kerent Kemper o sevel ur raktres ivez e penn Meurzh 1977. Gweltaz ar Fur, hag en doa kinniget an anv, a voe lakaet da brezidant, Anna-Vari Chapalain da sekretourez ha Reun an Ostiz da deñzorer. D'an 17 a viz Ebrel 1977 e oa bet disklêriet ar gevarzhe kreiz e prefeti Penn-ar-Bed. Divizet e voe ampellat raktres Lambaol, keit ha ma vo kavet ur sal-skol e Kemper[3]. D'an 23 a viz Mae 1977 e voe digoret ar skol Diwan gentañ, ur skol-vamm gant 5 bugel hag ur mestr-skol, Denez Abernot[4] enni. Staliet e voe ar skol e savadurioù foran ur skol a oa bet serret pemp bloaz kentoc'h, feurmet digant ar gumun adalek miz Kerzu 1976.

Diorren ar rouedad

Ar skol-vamm-se a voe savet diwar batrom skolioù kevredigezhel Europa : Gaelscoileanna Iwerzhon, Ikastolak Euskadi, Calandretas Okitania, La Bressola Katalonia, hag all.
Un nebeud emvodoù etre tud kuzul-departamant Penn-ar-Bed ha tud all a oa bet dalc'het er sizunvezhioù a-raok, an hini diwezhañ e Kastellin.
Gweltaz ar Fur a voe dilennet da brezidant (betek 1980) ha war e lerc'h Reun an Ostiz betek 1986, ha da heul e voe tro Andrev Lavanant (André Lavanant), sekretour ar gevredigezh e 1980, teñzorer e 1981 ha 1982, ha prezidant eus 1983 betek 1989 hag eus 1991 betek 1997.

Hiziv ez eo deuet ar gevredigezh Diwan Breizh da vezañ ur rouedad kelenn, enni skolioù-mamm, skolioù kentañ derez, skolajoù hag ul lise (e Karaez-Plougêr). Skolioù zo e 5 departamant Breizh, mui ur skol-vamm hag ur skol kentañ derez e Pariz.

O klask tapout ur statud publik

Hiriv an deiz (2008) emañ ar skolioù Diwan gant ur statud prevez, o vont en-dro gant yalc'hadoù an aozadurioù lec'hel ha skoazell tud.

E 1972, ar programm boutin, sinet gant ar strollad sokialour, ar strollad komunour ha strolladoù all an tu kleiz a bromete : "Holl rannoù an deskadurezh diazez hag ul lodenn vras eus an deskadurezh peurbadus a vezo bodet en ur servij publik ha lik stag ouzh ministrerezh an Deskadurezh-Stad".

En hevelep doare e kinnigas François Mitterrand, e-kerzh dilennadegoù prezidantel 1981, staliañ "ur servij bras foran unanet ha lik en Deskadurezh-Stad", pal hennezh o vezañ "degemer an holl skolioù hag o implijidi", ar pezh en defe degaset Diwan da vezañ ebarzhet en deskadurezh foran.

Hogen ar raktres Savary "stag ouzh an darempredoù etre ar Stad, ar c'humunioù, an departamantoù, ar rannvroioù, hag ar skolioù prevez" a voe dilezet e 1984. Adalek 1983 avat e resevas ar gevredigezh skoazelloù digant ar Stad.

E 1986 e voe sinet ur raktres ebarzhiñ 31 skolaer gant ministrerezh an Deskadurezh-Stad. Met buan a-walc'h e voe kavet abeg er raktres-se. E 1988 e voe sinet un emglev a lakae sklaer mont en-dro ar skolioù Diwan, perzh arc'hantel ar Stad, an aozadurioù lec'hel ha Rannvro Breizh. Diwar neuze e voe kemeret 10 skolaer e karg.
E 1990, ur gevrat nevez sinet gant an Deskadurezh-Stad a gemeras e karg 51,5 post gant ar statud a vistri-skol gevratet. E 1993, un emglev frammañ a lakaas a-nevez kevrat 1990 e pleustr. Titlet e voe 3 skolaer da skolaerien foran, ha 6 all da renerien skol. Abaoe 1994 ez eus kevratoù kevredigezhel etre an Deskadurezh-Stad ha Diwan.

D'an 28 a viz Mae 2001, maodiern an Deskadurezh Stad Jack Lang ha prezidant Diwan, Andrew Lincoln, a sinas e Roazhon ur feur-emglev evit tremen ar skolioù Diwan dindan statud foran, ha kement-se a-enep da Guzul uhelañ an Deskadurez-Stad (0 mouezh a-du, 32 a-enep, 8 neptu, 1 n'en deus ket mouezhiet). Sindikadoù skolaerien a yeas a-enep an emglev hag a c'houlennas digant ar C'huzul Stad e derriñ ; nac'het e voe an emglev gant hennezh war zigarez ma oa an hentenn dre soubidigezh implijet gant Diwan a-enep lezennoù ha bonreizh Bro-C'hall, war ziazezoù ar melladoù L. 121-3 ha L. 312-10 eus kod an Deskadurezh, ar mellad 1 eus lezenn ar 4 a viz Eost 1994 hag ar mellad 2 eus ar vonreizh, a voe kemmet da vare sinadur feur-emglev Maastricht : "Ar galleg eo yezh ar Republik". Prometet e oa bet d'ar mare-se ne vije ket implijet al lezenn a-enep ar yezhoù rannvroel.

Herzel a reaa an diviz-se ouzh Diwan a vezañ degemeret en Deskadurezh foran, war abeg e zivyezhegezh dre e hentenn dre soubidigezh. Padal, n'ez a ket a-enep an deskadurezh divyezhek gant un deskadurezh kempouez en div yezh (par an eurvezhioù kelenn), evel ma 'z eo testeniekaet gant mennad an 12 a viz Mae 2003 : "Stag ouzh ar c'helenn divyezhek er yezhoù rannvroel, gant eurioù kelenn par, er skolioù hag er rannoù 'yezh rannvroel' er skolajoù hag el liseoù".

Statud publik pe kevredigezhel ?

E diabarzh Diwan ez voe enebiezhioù etre ar re a felle dezho e vefe staget Diwan ouzh an Deskadurezh foran, difennet gant Andrew Lincoln, a oa prezidant abaoe 1997, hag ar re a felle dezho derc'hel ur statud kevredigezhel. Abalamour d'an enebiezh diabarzh-se e roas kuzul-merañ Diwan e zilez d'ar 24 a viz Du 2002 e-kerzh ur vodadeg veur dreistordinal e Gwerliskin. Eno e voe taget politikerezh Andrew Lincoln.

Teñzorer kozh ar gevredigezh, Michel Le Tallec, a oa e penn ar strollad Bodañ Diwan hag a enebe ouzh ar renerezh kozh, a voe dilennet d'ar 1 a viz Kerzu da brezidant Diwan gant burev ar gevredigezh.

Skolioù brezhonek a-raok re Diwan

Er bloavezhioù 1890 e talc'he ar gouarnamant gall da herzel ouzh implij ar yezhoù rannvroel en deskadurezh. Rebechet groñs e voe da lod mistri-skol terriñ ar reolenn zibleg "deskiñ e galleg nemetken" goude ma veze dic'hallek a-grenn ar vugale skoliataet.
Daou esae sevel un deskadurezh vrezhonek zo bet renablet :

Kresk ar rouedad

Ur skol-vamm hepken a oa da gentañ e 1977, savet war batrom skolioù damheñvel en Euskadi hag e Katalonia.
Goude digeriñ meur a skol-vamm e voe krouet ar c'hentañ skol kentañ derez e 1980, ar c'hentañ skolaj e Brest e 1988 hag ar c'hentañ lise e 1994 er Releg-Kerhuon e-tal Brest.

Stad ar rouedad skolioù

Gwelet ivez

Deiziadoù

Niver a skolidi

Setu amañ taolennoù an niver a vugale er reizhiad Diwan er bloavezhioù-skol 2020-2021[6].

Kentañ derez
Aodoù-an-Arvor
Dinan 77
Boulvriag 36
Gwengamp 65
Lannuon 95
Louaneg 30
Pempoull 26
Plounevez-M. 26
Sant-Brieg 75
Sammad 22 430
Liger-Atlantel 44
Gwenrann 26
Naoned 1 ha 2 197
Sant-Ervlan 10
Sant-Nazer 40
Savenneg 41
Sammad 44 314
Il-ha-Gwilen
Guipedel 25
Felger 21
Roazhon 1 ha 2 152
Sammad 35 198
Mor-Bihan
An Alre 72
An Oriant 95
Baod 37
Gwened 72
Pondi 61
Rianteg 31
Sammad 56 368
Penn-ar-Bed
Ar Faou 52
Banaleg 87
Brest 1 ha 2 269
Gwitalmeze 57
Karaez-Plougêr 84
Kastellin 23
Kastell-Paol 71
Kemper 1 ha 2 209
Kemperle 57
Landerne 78
Kraon 47
Kommanna 30
Lesneven 110
Lokournan 40
Montroulez 64
Plabenneg 26
Plougastell-Daoulaz 42
Plogastell-St-J. 40
Plougerne 21
Pontekroaz 47
Tregon 48
Sammad 29 1 502
Eil derez
Penn-Ar-Bed
Ar Releg-Kerhuon 236
Kemper 175
Lise Karaez 293
Gwiseni 96
Morbihan
Gwened (skloaj ha lise) 174
Aodoù-an-Arvor
Plijidi 208
Liger Atlantel
Sant-Ervlan 81
Sammad 2 1291
Rouedad Diwan 4075

Diwan hag al levrioù

Skolioù brezhonek estreget Diwan

Estreget skolioù Diwan, n'eus ket a skolioù hollvrezhonek e Breizh.
Bez' ez eus klasoù divyezhek avat :

  • e Deskadurezh ar Stad c'hall, gwarezet gant ar gevredigezh Div Yezh, a vod tadoù ha mammoù ar c'hlasadoù-se ;
  • en deskadurezh katolik, gwarezet gant ar gevredigezh Dihun Breizh gwechall ha Divaskell Breizh bremañ.

Enebourion Diwan

Aozet e oa ar c'hendiviz un tamm a-raok ar voterezh er parlamant gall diwar-benn gwareziñ ar yezhoù bihan er vonreizh.

Diwanet

E 2004 e voe savet ur gevredigezh hervez lezenn 1901 hag a stroll ar skolidi bet e Diwan, Diwanet hec'h anv. Morgousket eo abaoe 2009.

Darvoudoù

Levrlennadur

  • Pierre-Marie Mallégol, ...et les Bretons créèrent... Diwan, Yoran embanner, 2018.(ISBN 9782367850139). Unan eus ar gerent gentañ.
  • Fanny Chauffin, Diwan, quarante-ans déjà ! ur skol e brezhoneg, Fouenant, Yoran Embanner, 2017. Kelennerez e Diwan.
  • Reun L'Hostis, Ar boled mean = Le boulet de pierre, Diwan du germe à la moisson ? , Landerne, Édipaj, 2008.(ISBN 978-2-367850-95-8). Istor krouidigezh Diwan kontet gant an eil prezidant.
  • Jean-Charles Pérazzi, Diwan, Vingt-ans d'enthousiasme, de doute et d'espoir, Coop Breizh, 1998.(ISBN 2-952936-056-5)

Liammoù diavez

Notennoù ha daveennoù

  1. Ouest-France, 8 Gwengolo 2016
  2. Kaoz a voe da sevel ar vagouri da gentañ, une "garderie bretonne".
  3. Reun L'Hostis, Ar bouled maen, 2008, p. p.82-83.
  4. Un danvez-skolaerez diplomet he doa kinniget bezañ ar vestrez, pa ne oa ket evit kaout ur post war hir dermen. Anvet e voe z skol Lanniliz daou zevezh a-raok an digoradur. Kavet e voe ur mestr all d'an 22 a viz Mae gant Yvon Abiven. Reun L'Hostis, Ar bouled maen, 2008, p. p.82-83.
  5. 5,0 ha5,1 Un eil lise Diwan e Breizh digoret e Gwened, Florent Grouin hag Armel Roudaut, Brezhoweb, 20/09/2021
  6. Sifroù Rouadad Skolioù Diwan - Lizher Diwan Miz Du 2020

Pennadoù kar

Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh.