41
Neuz
Bloavezhioù: 38 39 40 - 41 - 42 43 44 | |
Dekvedoù: 20 - 30 - Bloavezhioù 40 - 50 60 | |
Kantvedoù: Iañ kantved kt JK - Iañ kantved - Eil kantved | |
Milvedoù: Iañ milved - Eil milved - IIIe milved |
Darvoudoù
- Deroù ren Klaoda, impalaer roman bet ganet e Galia (Lugdunum) dre e vamm. (fin e 54).
- Irienn a-enep da Galigula ma kemer perzh Senedourien zo, ar frankizidi, prefeded ar pretordi ha daou dribun eus ar c'hohortennoù pretorian, Cassius Chaerea ha Cornelius Sabinus. Divizet eo e vo taget an impalaer da greisteiz pa zeuio er-maez eus arvest ar c'hoarioù palatin.
- Muntr Kaligula (25 bloaz) en e balez gant Charea hag an iriennerien all (24/01). Marv dishêr e klask ul lodenn eus ar Sened profitañ eus an degouezh evit addiazezañ ar renad republikan. Met disoñjet o doa pouez an arme. Anavezet da impalaer eo Klaoda, mab da Drusus eontr kozh Kaligula, gant ar bretorianed. 51 bloaz eo. Rediet eo ar Sened da asantiñ goude un nozvezhiad marc'hata.
- Evitañ da vezañ un den onest, desket ha sirius, chom a ra Klaoda un den gwan ha dizampart koulskoude. A-hed e ren e vo paket gant iriennoù e wragez, Mesalina hag Agrippina, pe e chomo dindan levezon e frankizidi, anezho tud speredek, c'hoantek ha ganto ur spered kas war-raok. Int-i eo a vo gwir mistri ar gouarnamant.
- Aotreet eo ar frankiz relijiel en-dro gant Klaoda evit Yuzevien an impalaeriezh met difennet eo an abostolerezh evit Yuzevien Roma.
- War ar Roen e c'hwit un argas german a-enep ar Romaned.
- Tamallet dezhañ e avoultriezh gant Livilla, c'hoar Agrippina, eo harluet Seneka e Korsika.
- De situ orbis, gant Pomponius Mela.
- Herod Agrippa Iañ, gouarnour Jude, a zeu a-benn da vezañ anvet roue gant Klaoda.
- Kregiñ a ra diskibled Jezuz Nazareth da stummañ kumuniezhioù e-touez an Diaspora, dreist-holl e Damask, war aod ar mor Kreizdouar hag e Antiokia. Evit ar wech kentañ e vez graet "kristenien" anezho (eus ar gresianeg Christos, Eouliet, Mesiaz). Degemeret e vez ar Baganed en o mesk ar pezh a laka enebiezh ar Farizianed da sevel. Gwasket gant a re-mañ e laka Herod Agrippa Iañ herzel Pêr ha Jakez, breur Yann, a zo lazhet.
- 30 Kerzu 41 (pe 40) : Titus, impalaer roman.
- Tiberius Claudius Caesar, anavezet gwelloc'h dindan an anv Britannicus, mab da Glaoda ha da Mesalina.
- Martial (bloaz ganedigezh gwirheñvel), barzh latin eus Hispania
- 24 Genver : Kaligula, impalaer roman, drouklazhet gant ar gward pretorian.
- 24 Genver - Julia Drusilla, merc'h Kaligula, drouklazhet.
- Dibenn ar bloaz - Julia Livilla, merc'h Germanicus, nizez Klaoda, lakaet da vervel gant an naon en he harlu.