Mont d’an endalc’had

Mabinogi

Eus Wikipedia

Danevelloù kembraek eo ar Mabinogi, pe Mabinogion, brudet abaoe embannadur levr Charlotte Guest, The Mabinogion, kroget e 1837.

Komz a reer ivez eus Pedair cainc y Mabinogi, hervez o anv kembraek, pe eus Pevar skourr ar Mabinogi, anv al levr embannet e brezhoneg.
Peder danevell int (hag a vez graet 'chwedl', pe 'cyfarwyddyd', anezho e kembraeg) hag a zo skrivet e krenngembraeg, an anv a vez graet eus ar yezh etre an XIIvet kantved hag ar XVIvet, ha kavet int bet e dornskridoù kembraek kozh.

Kaoz zo enne eus kredennoù ha mojennoù kozh ar vro, en Henamzer ar Gelted, a-raok ar gristeniezh, da lavarout eo a-raok ar VIvet kantved da vihanañ. Da neuze e vefe anv, e skridoù eus an XIIvet kantved, eus mojennoù a oa bev-mat c'hoazh 600 vloaz a-raok, hag a zo bet savet meur a gantved c'hoazh a-raok moarvat. Daoust da se, mont betek lavarout int ken kozh ha skridoù Homeros, n'eo diazezet nemet war ar faltazi. Met gwir eo n'haller ket bloaziañ ar re goshañ en un dore resis.

Roud eus ar mojennoù-se a gaver ivez er yezhoù keltiek all, en danevelloù iwerzhonek dreist-holl, en anvioù galianek ivez.

Peurvuiañ e vez staget outo danevelloù all, hag a denn kentoc'h da vojenn Arzhur, aesoc'h o bloaziañ, ha n'hallont ket bezañ ken kozh eta, hag a zo enno koulskoude un dasson eus amzerioù koshoc'h ivez.


An anv

Restr:Pwyll hela(Guest).jpg
Pwyll o chaseal, hervez levr Lady Guest.

Kentañ tro mavoe kavet ar ger a voe e 1795 , e-barzh Cambrian Register William Owen Pughe : "The Mabinogion, or Juvenile Amusements, being Ancient Welsh Romances."
Adkemeret e voe gant Charlotte Guest en he levr The Mabinogion, dastumad unnek kontadenn troet ganti diwar ar c'hrenngembraek. Dont a ra an anv Mabinogion, un anv lies, eus Mabinogi, ur ger krenngembraek. Fallgomprenet e oa bet gant Charlotte Guest ar ger mabynogion (ha ne gaver nemet ur wech, e skrid danevell Pwyll hag e daouzornskrid).

Meur a zisplegadenn zo bet roet. Dont a rafe ar ger eus an doue Mabon (a oa Maponos en Galia), a zo meneg anezhañ e danevell Kulhwch hag Olwen.


Roll an danevelloù

Tri seurt danevelloù a weler e levr Charlotte Guest.

  • ar peder a denn d'an Henamzer vrezhon, hag a vez anvet Pevar Skourr ar Mabinogi;
  • ar mojennoù a denn d'ar Roue Arzhur
  • an Tri Romant, awenet marte gant oberennoù Chrétien de Troyes.

Ar Pevar skour

Sede anv ar peder danevell, Pevar Skourr ar Mabinogi:

Danevelloù arzhurian

Pemp kontadenn all zo bet lakaet e levr Charlotte Guest :

  • Breuddwyd Macsen Wledig ( Hunvre Macsen), diwar-bouez an impalaer roman Magnus Maximus
  • Lludd a Llefelys (Lludd ha Llevelys)
  • Culhwch ac Olwen (Kulhwch hag Olwen)
  • Breuddwyd Rhonabwy ( Hunvre Rhonabwy)
  • Hanes Taliesin ( Kontadenn Taliesin), ur pezh nevesoc'h, ha ne gaver e hini ebet eus al Levrioù Gwenn pe Ruz, ha ne vez ket embannet ken en troidigezhioù a vremañ. Se zo kaoz ne gaver nemet 11 danevell en embannadur brezhonek 199.

Gant Culhwch ac Olwen ha Breuddwyd Rhonabwy ez eus bet lakaet meur a lenneg da drelatiñ, abalamour d'an elfennoù "arzhurian" a zo enne.

An Tri Romant

Teir danevell all zo anvet ivez Y Tair Rhamant hag a denn da oberennoù Chrétien de Troyes.

Dornskridoù

Mammenn ar Mabinogion eo an daou zornskrid a zo anvet

Kavout a reer enne elfennoù a zo kar d'ar re a gaver e mojennoù Iwerzhon, pezh a ziskouez int gwall gozh; da skouer an darempredoù etre an drouiz hag ar roue, dleadoù ar roue, ar bed all, ar brezel, al labour-dorn. Hervez tud evel Christian-J. Guyonvarc'h ha Françoise Le Roux e vije ret gwelout aze gweledigezh ar bed gant an Indoeuropeiz, hervez ma oa displeget gant Georges Dumézil. A-wechoù avat e vez un tamm liv kristen da lod eus an danevelloù, hogen diwar-c'horre.

Guest, Kervarker, Loth

Da vare ar Romantelezh hag an doug d'ar Geltelezh, en XIXvet kantved, pe vrizhkeltelezh, e voe graet un embannadur saoznek gant Charlotte Guest etre 1838 ha 1849. Tammoù a voe troet e galleg gant Kervarker, met gant Joseph Loth e voe graet an embannadur kentañ en e hed. Un droidigezh c'hallek all zo bet graet gant Pierre-Yves Lambert.

Skrid brezhonek

Embannet e oa bet gant Gwalarn troidigezhioù Fañch Elies eus ar Mabinogi etre 1925 ha 1939. E 1963 e voe strollet ar Pevar Skourr en ur c'haier roneoskrivet embannet gant Preder. E 1980 e teuas a-zindan ar wask un adembannadur "reizhet" (gant Gouven Pennaod moarvat). N'eo nemet e 1991 e voe strollet an 11 kontadenn en ul levr embannet gant Mouladurioù Hor Yezh, kinniget gant Gwendal Denez.

Levrioù

-e brezhoneg

-e kembraeg

-e galleg

-e saozneg

  • Gantz, Jeffrey. Trans. The Mabinogion. London and New York: Penguin Books, 1976. ISBN 0-14-044322-3. (Hep "Taliesin".)
  • Guest, Lady Charlotte. The Mabinogion. Dover Publications, 1997. ISBN 0-486-29541-9. (Hep an arroudoù kavet skoemp gant an droourez. Adembannet ivez hep notennoù an itron).
  • Jones, Gwyn and Jones, Thomas. The Mabinogion. Everyman's Library, 1949; adwelet e 1989, 1991. Hep "Hanes Taliesin".

Liammoù