Ernst Thälmann
Ernst Thälmann (16 a viz Ebrel 1886 e Hamburg – drouklazhet d'an 18 a viz Eost 1944 e Buchenwald) a oa ur politikour komunour alaman.
E vuhez
Ernst Thälmann a emezelas e Strollad sokialour Alamagn e 1903. E 1917 ec'h emezelas e Strollad sokial-demokrat dizalc'h Alamagn, met ne zeas ket gant ar spartakisted pa groujont Strollad komunour Alamagn e 1918. E dibenn 1920 e reas evel lod brasañ izili USPD hag ec'h emezelas e KPD.
E miz C'hwevrer 1925 e voe lakaet e penn Rotfrontkämpferbund hag e miz Here e voe lakaet e penn KPD. Lakaat a reas e anv da vezañ dilennet prezidant ar republik e 1925 hag e miz Meurzh 1932 (tro gentañ : 13,2%, eil tro : 120,2%). D'an 3 a viz Meurzh 1933 e voe harzet gant izili ar Gestapo ha bac'het. Er bed -bezh e voe aozet ur stourmadeg gant al luskad enepfaskour evit ma vefe dieubet. Dont a reas Thälmann d avezañ un arouez eus ar stourm alaman enepnazi, hag ivez eus ar stourm komunour. E-pad Brezel Spagn e oa ur batailhon alamaned eus ar Brigadennoù Etrebroadel anvet Batailhon Thälmann.
Goude bezañ chomet 11 vloaz e toull-bac'h stad Bautzen e voe kaset da Gonzentrazionslager Buchenwald d'ar 17 a viz Eost 1944. Diwar urzh Hitler e voe lazhet en deiz war-lerc'h, hag e gorf marv a voe roet da chas ar c'hamp. Ar propaganda nazi a glaskas lakaat da grediñ e oa bet lazhet abalamour da vombezadeg ar c'hamp d'ar 24 a viz Eost.
Goude e varv
Goude ar Brezel e voe roet e anv da monumantoù, straedoù ha skolioù en DDR. Hiziv an deiz e c'haller gwelout c'hoazh lec'hioù evel-se e Berlin, Hamburg hag e Frankfurt an der Oder.
Ar sonaozour breizhveuriat Cornelius Cardew a savas Thälmann Variations (sonerezh piano), da enoriñ Ernst Thälmann.
E 1955 e voe savet ur film diwar e benn gant Kurt Maetzig. Div lodenn a ya d'ober ar film : Sohn Seiner Klasse ha Führer Seiner Klasse. Gouarnamant DDR eo en doa goulennet gant Maetzig en ober.
E 1972 e Cuba e teuas an enezenn Cayo Blanco del Sur da vezañ Cayo Ernesto Thaelmann da lavaret eo enezenn Ernst Thälmann, ha profet e voe da DDR en eskemm da wirioù war varc'had ar sukr en Europa.