Mont d’an endalc’had

Ouranos

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Protogenoi

C'haosAitherGaiaOuranosHemeraC'hronosErosErebosNyksOfionTartaros

Giorgio Vasari, Kronos o spazhañ Ouranos , Patrom:XVI-vet kantved, Palazzo Vecchio (Firenze)

Ouranos (Οὐρανός / Ouranós, « oabl steredek » e gregach) eo an Oabl e mojennoù Hellaz kozh. Mab e oa d'an doueez [[Gaia], ganet ganti hep tad, hervez Hesiodos, en e levr Teogonia. Breur e oa da Ourea, doueez ar menezioù ha da b-Pontos, doue ar mor don. Diwezhatoc'h, war-lerc'h Hesiodos, e voe roet ur tad dezhañ, Aether. Mab da Nix, an Noz, eo hervez oberourien an Henamzer all.

Mojenn Ouranos hervez Hesiodos

Dont a rae Ouranos, an Oabl, bemnoz d'en em barañ gant Gaia, an Douar. Evel-se e voe engehentet an Ditaned hag ar Gikloped, hag ivez an Hekatonc'hired, ramzed o c'hant brec'h. Kasoni en doa Ouranos ouzh ar re-mañ, hag o dastum a reas pell dindan an douar, en Tartaros.

Neuze e c'houlennas Gaia digant he mab Kronos lazhañ e dad. Spazhañ e dad a reas Kronos ha diwar ar gwad a flistre e voe ganet ar Ramzed, Merc'hed ar Gonnar, hag ar Meliadezed. Taolet e voe strobelloù Ouranos er mor, ha diwar kej-mej gwad ha sper ha spoum eo e voe ganet Afrodite, doueez ar Garantez. Ne oa kehelerezh ebet en-dro d'ar vojenn. Karg Ouranos a seblant bezañ arouez un doue trec'het eus un amzer gozh, a-raok deroù ar gwir amzer. Goude e spazhidigezh ne zuas ket an Oabl ken da c'holoién an Douar da noz, chom a reas en e lec'h, hag echu gant an engehentiñ ha krouiñ euzhtud pe euzhviled.

Ne veze ket gwelet Ouranos evel un doue denheñvel, war-bouez e mojenn e c'helloù stlapet er mor. Ne oa nemet an oabl, un doenn arem dalc'het gant an Titan Atlas.

E Roma

Uranus a veze graet anezhañ e Roma.

Lennadurezh

Liammoù