Mont d’an endalc’had

41

Eus Wikipedia
Stumm eus an 5 Mez 2011 da 10:06 gant WikitanvirBot (kaozeal | degasadennoù) (r2.7.1) (Robot ouzhpennet: yo:41)
Bloavezhioù:
38 39 40 - 41 - 42 43 44
Dekvedoù:
20 - 30 - Bloavezhioù 40 - 50 60
Kantvedoù:
I kantved kt JK - I kantved - Eil kantved
Milvedoù:
I milved kt JK - I milved - Eil milved
Diwar-benn bloaz 41 an deiziadur juluan eo ar bajenn-mañ
Evit ar bloaz -41, gwelet ar bajenn : -41
Evit an niver 41, gwelet ar bajenn : 41 (niver)

Darvoudoù

  • Deroù ren Klaoda, impalaer roman bet ganet e Galia (Lugdunum) dre e vamm. (fin e 54).
    • Irienn a-enep da Galigula ma kemer perzh Senedourien zo, ar frankizidi, prefeded ar pretordi ha daou dribun eus ar c'hohortennoù pretorian, Cassius Chaerea ha Cornelius Sabinus. Divizet eo e vo taget an impalaer da greisteiz pa zeuio er-maez eus arvest ar c'hoarioù palatin.
    • Muntr Kaligula (25 bloaz) en e balez gant Charea hag an iriennerien all (24/01). Marv dishêr e klask ul lodenn eus ar Sened profitañ eus an degouezh evit addiazezañ ar renad republikan. Met disoñjet o doa pouez an arme. Anavezet da impalaer eo Klaoda, mab da Drusus eontr kozh Kaligula, gant ar bretorianed. 51 bloaz eo. Rediet eo ar Sened da asantiñ goude un nozvezhiad marc'hata.
    • Evitañ da vezañ un den onest, desket ha sirius, chom a ra Klaoda un den gwan ha dizampart koulskoude. A-hed e ren e vo paket gant iriennoù e wragez, Mesalina hag Agrippina, pe e chomo dindan levezon e frankizidi, anezho tud speredek, c'hoantek ha ganto ur spered kas war-raok. Int-i eo a vo gwir mistri ar gouarnamant.
  • Aotreet eo ar frankiz relijiel en-dro gant Klaoda evit Yuzevien an impalaeriezh met difennet eo an abostolerezh evit Yuzevien Roma.
  • War ar Roen e c'hwit un argas german a-enep ar Romaned.
  • Tamallet dezhañ e avoultriezh gant Livilla, c'hoar Agrippina, eo harluet Seneka e Korsika.
  • De situ orbis, gant Pomponius Mela.

Gwelet ivez