Mont d’an endalc’had

Ahmed Ben Bella

Eus Wikipedia
The printable version is no longer supported and may have rendering errors. Please update your browser bookmarks and please use the default browser print function instead.
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Ahmed Ben Bella
Ben Bella ha Nasser

Ahmed Ben Bella (arabeg : احمد بن بلة‎) a zo bet ganet d'an 25 a viz Kerzu 1916 e Maghnia en Aljeria ha marvet d'an 11 a viz Ebrel 2012 en Aljer, e-barzh un tiegezh kenwerzhourien. Ahmed Ben Bella a zo a orin eus Maroko dre e dud hag a oa peizanted eus rannvro Marrakech. Hervez an istorour Omar Carlier, tud Ben Bella a oa Berbered eus familh an Ouled Sidi Rahal.

Ur brogarour aljerian eo bet, unan eus pennoù an Dispac'h Aljeria, politikour ha den a stad.

Kadoriad ar Republik Aljerian adalek 1962 betek miz Mezheven 1965, pa 'z eo bet diskaret gant Boumedienne.

Ahmed Ben Bella a zo ganet d'ar 25 viz Kerzu 1916 e Marnia e-kichen Tlemsen e bro Oran. Marvet eo d'an 11 a viz Ebrel 2012 en Aljer. Ur brezelour eus koulz an dieubidigezh eo bet,ur politikour ha penn stad Aljeria. Bez' e oa Ben Bella unan eus an nav «penn-bras istorel» ar (CRUA) Comité Révolutionnaire d'Unité et d'Action hag ivez eus an FLN, Front de Libération Nationale.

Harzet e voe e-kerzh brezel Aljeria met kemer a reas perzh e dieubidigezh ar vro e penn an FLN ha dont a reas da vezañ kentañ prezidant republik Aljeria demokratel e 1963. Skarzhet e voe diouzh e bost a brezidant republik da heul an taol-stad a c'hoarvezas d'an 19 a viz Mezheven 1965.

Ahmed Ben Bella prezidant

Merket gant lazhadegoù Setif eus an 8 a viz Mae 1945 mont a ra (PPA) Parti Du Peuple Algérien hag d'an (MTLD) Mouvement pour le Triomphe des Libertés Démocratique eus Messali Hadj.Dilennet eo kuzulier eus e ker e 1947.Ezel eus an OS,rennet gant Hocine Ait Ahmed hag Rabah Bitat,kemer a ra perzh da tagadenn ti-post Oran et 1949 evit kaout arc'hant.E Mae 1950 arestet eo e Alger,barnet kablus eo kondaonet da 7 vloaz toull-bac'h.