Britannicus
Neuz
Britannicus
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Henroma |
Anv e yezh-vamm an den | Tiberius Claudius Caesar Britannicus |
Anv ganedigezh | Tiberius Claudius Germanicus |
Titl noblañs | priñs |
Praenomen | Tiberius |
Nomen | Claudius |
Cognomen | Caesar, Germanicus |
Agnomen | Britannicus |
Deiziad ganedigezh | 12 C'hwe 41 CE |
Lec'h ganedigezh | Roma |
Deiziad ar marv | 11 C'hwe 55 CE |
Lec'h ar marv | Roma |
Doare mervel | muntr |
Abeg ar marv | ampoezonet |
Lec'h douaridigezh | Mausoleum of Augustus |
Tad | Glaoda Iañ |
Mamm | Valeria Messalina |
Breur pe c'hoar | Claudia Antonia, Claudia Octavia, Tiberius Claudius Drusus, Claudia Julia |
Familh | tierniezh julian-ha-glaodian, Claudii Nerones |
Gens | gens Claudia |
Yezhoù komzet pe skrivet | latin |
Statud sokial | patricius |
Prantad | Impalaeriezh roman uhel |
- Ar pennad-mañ zo diwar-benn un den lesanvet "Britannicus". Evit an dud all lesanvet mod-se, gwelet Britannicus (disheñvelout).
Tiberius Claudius Caesar Germanicus, lesanvet Britannicus, ganet e 41, a oa mab d'an Impalaer roman Claudius Iañ ha d'e bried Valeria Messalina.
Dont a rae e lesanv eus ar perzh kemeret gant e dad e brezelioù Enez Vreizh. E 43 e voe roet an anv Britannicus gant Sened Roma ma teuas e anv da vezañ Tiberius Claudius Cæsar Augustus Germanicus Britannicus. Claudius ne gemeras ket an anv-se e-unan, met e reiñ a reas d'e vab.
Buhez
Berr e voe e vuhez, rak da zerc'hent e 14vet deiz-ha-bloaz e voe lazhet gant e vreur Neron, hervez skridoù an istorourien roman Tacitus[1]ha Suetonius[2].
-
Sesters Spes Augusta evit lidañ ganedigezh "Britannicus"
Lennegezh
- Gant e dremenvan e voe awenet an dramaour gall Jean Racine pa skrivas e drajedienn Britannicus (1669).
Notennoù
- ↑ (la) Annales - Liber XIII
- ↑ (la) Vita divi Claudi