Mont d’an endalc’had

Comedy Central

Eus Wikipedia
The printable version is no longer supported and may have rendering errors. Please update your browser bookmarks and please use the default browser print function instead.

Comedy Central a zo ur chadenn skinwel dre fun. Ar programmoù skignet ganto a denn d'ar fent. Deuet eo da vezañ unan eus ar chadennoù pennan dre ar fun.

Istor

Krouet eo bet d'ar 1añ a viz Ebrel 1991, goude kendeuzadur ar chadennoù Comedy Channel (gant ar strollad Viacom, dre MTV Networks) hag HA! (gant ar strollad Time Warner, dre Home Box Office). E 2003 eo bet adprenet gant Viacom an hanter eus e lodenn digant Time Warner evit 1.225 bilion dolar hag eo deuet neuze da vezañ perc'hennour nemetañ ar chadenn. Graet eo bet Comedy TV (CTV) eus ar chadenn-mañ. Siwazh dezho, ur chadenn eus Kanada en doa miret dija ar gwirioù war an anv-mañ ha ranket o deus kavout un anv all, da lâret eo Comedy Central. A-drugarez da rummadoù-tresadennoù-bev evel South Park eo deuet da vezañ ur chadenn a seller kalz outi. Ouzhpenn 50% eus an amerikaned a c'helle resevout ar chadenn-mañ en o zi e 1998. E 2004 ar 4 programm pennañ ha sellet ar muiañ er chadenn a oa : South Park, Chappelle's Show, The Daily Show, ha Reno 911!, ur rummad film a gont istor ur c'homiserdi un tammig ispisial. E 2005 eo bet sinet en-dro ur c'hevrad evit skignañ South Park 3 bloaz ouzhpenn.