Mont d’an endalc’had

Pádraig Pearse

Eus Wikipedia
The printable version is no longer supported and may have rendering errors. Please update your browser bookmarks and please use the default browser print function instead.
Pádraig Mac Piarais
Delwenn eus Pádraig Pearse e Tralee, Kontelezh Kerry

Patrick Henry Pearse zo anvet Pádraig Pearse en emsav iwerzhonat (Pádraig Anraí Mac Piarais en iwerzhoneg). Ganet e oa bet e Dulenn d'an 10 a viz Du 1879 ha tremenet e oa d'an 3 a viz Mae 1916. Kelenner, alvokad, barzh, skrivagner, emsaver ha broadelour, bet e oa unan eus pennoù Emsavadeg Pask e 1916. Anvet e oa neuze "Prezidant eus ar gouarnamant da c'hortoz" eus Republik Iwerzhon en unan eus ar c'hemennadennoù savet gant pennoù an emsavadeg. Da-heul c'hwitadenn an emsavadeg ha kondaonidigezh d'ar marv roet da Bearse ha war un dro d'e vreur Liam Mac Piarais (Willie Pearse) ha da bevarzek penn all, e voe sellet ouzh Pearse evel enkorfadur an emsavadeg gant kalz tud.

Buhez

Mab e oa d'ur embreger mañsoner saoz, Séamas Mac Piarais (James Pearse), ha da Margaret Brady, e eil wreg. Deuet e oa Séamas Mac Piarais eus Birmingham da Zulenn evit kemer perzh e lañs ar sevel ilizoù e oa en Iwerzhon e diwezh an XIXvet kantved. En em goñvertisañ a reas d'ar relijion katolik e 1870 hag ez eas da vezañ a-du gant emrenerezh Iwerzhon. E vamm a oa iwerzhonegerez koulz hag e moereb-kozh ha diwar o levezon e vagas Padraig Pearse ur garantez greñv evit an iwerzhoneg. E 1896 ec'h emezelas gant Conradh na Gaeilge (Kevre an iwerzhoneg) hag e 1903 ez eas da benn ar gelaouenn An Claidheamh Soluis (Ar C'hleze lufrus).

Skol Sant Enda

Desket en Irish Christian Brothers, evel e vreur Willie, e soñj Pearse eo ar yezh staget kreñv ouzh hevelepted ur broad. Ar reizhiad deskadurel iwerzhonat eus ar mare-mañ a zisave an iwerzhoniz evit ma teufont da vezañ soazon a sevenadur, e-se e veze dismeget an iwerzhoneg. Adtiñvañ an iwerzhoneg a oa ur pal a-bouez evitañ. Evit tizhout ar pal e vefe dav sav ur reizhiad deskadurel nevez ha hoalus. Hag evit mont war-raok e savas ur skol evit ar baotred, Scoil Éanna (St. Enda's School) e Cullenswood House, e Ranelagh, ur c'harter eus Dulenn, e 1908. Ar skolidi a veze disavet en iwerzhoneg kement hag e saozneg. Bremañ eo Cullenswood House deuet da vezañ ar skol iwerzhonek, Lios na nÓg. Gant harp Thomas MacDonagh, e vreur Willie Pearse, o mamm ha Margaret ha Mary Brigid Pearse, e-touez tud gouiziek all, e reas berzh abred a-walc'h an embregadenn.

Oberennoù troet e brezhoneg

Mammennoù

  • Tim Pat Coogan, Michael Collins, Hutchinson, 1990.
  • Ruth Dudley Edwards, Patrick Pearse: the Triumph of Failure Londrez: Gollancz, 1977.
  • F.S.L. Lyons, Ireland Since the Famine, Collins/Fontana, 1973.
  • Dorothy Macardle, The Irish Republic, Corgi, 1968.
  • Arthur Mitchell & Pádraig Ó Snodaigh, Irish Political Documents 1916-1949, Irish Academic Press 1985.
  • Mary Pearse, The Home Life of Pádraig Pearse. Cork, Mercies 1971.

Liammoù diavaez