Mont d’an endalc’had

Pierre de Châlons

Eus Wikipedia
The printable version is no longer supported and may have rendering errors. Please update your browser bookmarks and please use the default browser print function instead.
Pierre de Châlons
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhFrañs Kemmañ
Anv-bihanPierre Kemmañ
Deiziad ganedigezh31 Mae 1641 Kemmañ
Lec'h ganedigezhÉglise Saint-Nizier Kemmañ
Deiziad ar marv12 Her 1718 Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetgalleg Kemmañ
Michergeriadurour Kemmañ


Pierre de Châlons, ganet d’an 31 a viz Mae 1641 e Saint-Nizier, a zo bremañ ur c’harter eus kêr Lyon, e Bro-C'hall, ha marvet e 1718, a oa ur beleg gall hag ur geriadurour brezhonek.

Mab da varc’hadourien e oa Pierre Châlons hag ouzhpennañ a reas ur rannig noblañs d’e anv pa zeuas da Vreizh. Vikel vras eskob Gwened e voe ha chaloni goude-se, a-raok mont da berson e Sarzhav, en eskopti Gwened. Eno e savas daou c’heriadur, an eil brezhoneg-galleg hag egile galleg-brezhoneg, gant skoazell beleien eus an eskopti, evel Claude Cillart de Kerampoul.

Diembann eo chomet e c’heriadur galleg-brezhoneg, met goude e varv e voe embannet e c’heriadur brezhoneg- galleg, e 1723. Ar c’hentañ geriadur gwenedeg eo, pa voe embannet an eil, gant Cillart de Kerampoul e 1744.

Oberennoù

Liamm diavaez