Mont d’an endalc’had

Sabrina

Eus Wikipedia
The printable version is no longer supported and may have rendering errors. Please update your browser bookmarks and please use the default browser print function instead.
Sabrina Bryan
Sabrina Salerno

Sabrina zo un anv-badez saoznek deuet eus anv latin ar stêr a zo Severn hec'h anv saoznek, ha Hafren e kembraeg.

Istor

Hervez Historia Regum Britanniae, gant Jafrez Menoe, manac'h kembreat eus an XIIvet kantved, e oa ur vojenn diwar-benn Habren pe Sabrina, merc'h d'ur roue Locrinus ha d'e bried-kleiz Estrildis, priñsez hun. Roue e oa Locrinus e Bro-Saoz (Lloegr e kembraeg) goude marv e dad Brutus Troia, diazezet mojennel Breizh-Veur. Disteurel a reas Locrinus e wreg Gwendoloena, pe Guendolen, hag o mab Madan, da gemer Sabrina hag he mamm, met Guendolen a savas un arme a-enep dezhañ , a drec'has warnañ, hag a lakaas skeiñ Sabrina hag he mamm er stêr, a voe anvet Sabrina, anv deuet da vout Severn, pe Havren.

Brud

Brudet eo bet an anv-badez gant ur film stadunanat e 1954, anvet Sabrina (film), renet gant Billy Wilder, ma c'hoarie Audrey Hepburn.

Un anv deuet da vout poblek en India eo abalamour ma talvez 'Sab' kement ha ' pep tra' er yezhoù hindi ha punjabi.

Tud

  • Sabrina, kanerez filipinat
  • Sabrina, kanerez portugalat
  • Sabrina (aktourez), aktourez saoz
  • Sabrina Bryan, kanerez stadunanat
  • Sabrina Ferilli (1964 - ) , aktourez italian.
  • Sabrina Salerno, kanerez italian, brudet er bloavezhioù 1990 gant ar ganaouenn "Boys (Summertime Love)" hag ar film ma tispake he bruched en ur poull-neuial ha n'eo ket er stêr Havren.

Filmoù

Lec'hanvadurezh