Mont d’an endalc’had

Shah Jahan

Eus Wikipedia
The printable version is no longer supported and may have rendering errors. Please update your browser bookmarks and please use the default browser print function instead.
An impalaer Shah Jahan

Shahab Uddin Muhammad Shah Jahan I (e anv leun : Al-Sultan al-'Azam wal Khaqan al-Mukarram, Abu'l-Muzaffar Shihab ud-din Muhammad, Sahib-i-Qiran-i-Sani, Shah Jahan I Padshah Ghazi Zillu'llah [Firdaus-Ashiyani]) (anavezetoc’h evel Shah Jahan, شاہجہان en ourdoueg, شاه جهان e perseg, da lavaret eo "roue ar bed") (5 a viz Genver 1592 - 22 a viz Genver 1666) a voe ar pempvet impalaer moghol en Indez etre 1628 ha 1658. Mab e oa d’an impalaer Jahangir, ha d’e wreg Bilqis Makani Begum.

Anavezet eo dreist-holl peogwir e lakas sevel an Taj Mahal, ur mozoleon en enor d’e eil gwreg, Arjumand Banu Begum, anavezetoc’h evel Mumtaz Mahal, a varvas e 1631, diwar he fevarzekvet bugel. Gantañ ivez e voe lakaet sevel ar voskeenn vrasañ en Indez, ar Jama Masjid, e Delhi.

Daoust ma oa hanter Hindouad, eus tu e vamm, e oa un impalaer troet-kenañ gant an islam ha ne reas ket ken brav d’ar relijionoù all evel e dad Jahangir pe e dad-kozh Akbar.

E dibenn e ren e voe toullbac’het gant e vab Aurangzeb e kreñvlec’h Agra, a-dal d’an Taj Mahal. Evel-se e c’halle an den kozh gwelet, en tu all d'ar stêr, al lec’h ma oa beziet e wreg. Eno e varvas.


En e raok :
Jahangir
Impalaer Moghol
Shah Jahan

1627 - 1658
War e lerc'h :
Aurangzeb

Liammoù diavaez


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.