Kate Bush
Catherine Bush, anavezetoc'h hec'h anv-micher Kate Bush, zo ur ganerez saoz ganet e 1958 e Bexleyheath (Kent, Bro-Saoz). Brudet eo he fladennoù labouret pervezh hag he mouezh dibar.
En em lañset eo e bed ar sonerezh gant sikour David Gilmour, soner er strollad Pink Floyd, ha labouret he deus gant Peter Gabriel, Prince, Eric Clapton, met ivez Alan Stivell (albom The Sensual World).
He c'hanaouenn gentañ hag anavezetañ e Bro-C'hall, "Wuthering Heights" (albom The Kick Inside) a oa bet awenet gant oberenn Emily Brontë. Diouzhtu he doa diskwelet Kate Bush e felle dezhi kinnig sonerezh disheñvel: e-kreiz prantad ar punk eo e teue da ganañ ar ganaouenn-mañ en ur ober dañsoù droch (stummet e oa war an dañs klasel) gant gwiskamantoù souezhus.
Hec'h albom diwezhañ Aerial (2005) a zo seder ha sioul, ha resevet en deus un degemer a-feson eus perzh ar gazetennerien, a zo boaz da reiñ dezhi al lesanv "Sorserez ar son".
Pladennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- The Kick Inside (1978)
- Lionheart (1978)
- On Stage (1979, EP 4 zitl enrollet war al leurenn)
- Never For Ever (1980)
- The Dreaming (1982)
- Hounds of Love (1985), (an eil tu anezhi — The Ninth Wave — a zo un albom concept)
- The Whole Story (1986, dastumadeg)
- The Sensual World (1989)
- Rocket Man (1990, (pladenn vihan)
- This Woman's Work (1990, boestadig 8 CD gant ar 6 albom kentañ ha 2 CD gant tuioù B ha doareoù hir eus kanaouennoù…)
- The Red Shoes (1993)
- Live At The Hammersmith Odeon (1994, ur sonadeg eus 1981)
- Aerial (2005, albom doubl : A Sea of Honey & A Sky of Honey)
- Director's Cut (2011, kanaouennoù adc'hraet diwar an albomoù The Sensual World ha The Red Shoes)
- 50 Words for Snow (2011)
Videoioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1981 Live at the Hammersmith Odeon
- 1983 The Single File
- 1986 Hair of the Hound
- 1986 The Whole Story
- 1989 The Sensual World: The Videos
- 1993 The Line, the Cross and the Curve
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (en) Lec'hienn ofisiel