Mont d’an endalc’had

Miliav

Eus Wikipedia
Delwenn sant Miliav en iliz Gwimilio.

Miliav (pe Milio) zo kontet da vezañ bet roue e Breizh gwechall-gozh. Mab Budig, roue Domnonea, e oa, a-hervez.

Ren a reas Miliav e-pad seizh vloaz war-lerc'h e dad. Un oadvezh aour e voe e ren evit Breizh, gant amzer na re yen na re domm, hervez ar vojenn. Lazhet e voe Miliav gant e vreur Rivod pe Rivaot, a lazhas ivez Melar, mabig Miliav hag e bried santez Aourell. Douaret e vije bet er Gozh-Yeoded ha burzhudoù e-leizh a voe war e vez.

Hervez Buhez ar Sent (Bue ar Zent, savet gant an Aotrou Perrot, renket a-nevez gant Erwan Ar Moal, rener Kroaz ar Vretoned, Moullet gant Ar Gwaziou e Montroulez e 1912, p 742) e oa Milio pe Meliav roue Kerne er VIvet kantved. Mab e oa da Vudig, kont a Gerne, pried Santez Aourell, merc'h da Winnog, roue Domnonea ha tad Sant Melar. Goude bezañ bet roue e-pad seizh bloavezh a eurvad evit e rouantelezh e voe drouklazhet gant e vreur Rivod. Gellout a reer lenn e lec'h all e oa mab da Vudig met eñ roue Domnonea...

E "Buez Sant Milliau ha Sant Moelar sent ha roueet a Vreiz-Izel" skrivet gant an Aotrou J.Guillou, beleg eus eskopti Kemper ha Leon, hag embannet e 1883 e kaver bepred Milio mab da Vudig roue Kerne (pe Breizh-Izel) met o vevañ er VIIIvet kantved... Deuet e vije Milio da vezañ roue e 785. Oc'h ereudiñ da Aourell merc'h priñs Domnonea (anvet Judocus (Judog ?) el levr) e vije deuet da vezañ mestr war Leon ha Treger... E Kemper e oa e gêr-benn. E levr-se e tesker en dije Milio adtapet e benn gant e zorn evit gellout komz da Rivod ha pardoniñ dezhañ. Melar a vije-eñ bet lazhet e 799.

Enoret e vez sant Miliav e meur a lec'h e Breizh : e Plouilio e Treger, e Gwimilio e Leon, e Pluniav e Bro-Wened, hag e Plonevez-Porzhe. An delwennoù anezhañ a weler en ilizoù-se a ziskouez anezhañ evel ur roue, gant ur gurunenn war e benn hag ur c'hleze en e zorn pe o tougen e benn troc'het, ur gurunenn warnañ. N'ouzer ket kalz traoù diwar e benn avat.

Un delwen anezhañ a gaver e Traoñienn ar Sent e Karnoed.

Lidet e vez sant Miliav d'ar 24 a viz Gouere (pe d'ar 5 a viz Du hervez lod).