Paul Peel
Paul Peel (7 a viz Du 1860 e London (Ontario) - 3 a viz Here 1892 e Pariz) a oa ul livour kanadian.
E vuhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Peel a voe ganet e London, en Ontario, hag e teskas livañ gant e dad. Goude-se e teskas gant William Lees Judson ha gant Thomas Eakins en Akademiezh arzoù-kaer Philadelphia. Goude-se ez eas da Bariz, hag eno ez eas da skol an arzoù-kaer, ma teskas gant Jean-Léon Gérôme, ha gant Benjamin Constant, Henri Doucet and Jules Lefebvre en Akademiezh Julian.
E 1882 e timezas gant Isaure Verdier ha daou vugel a voe ganet : Robert André e 1886 hag Émilie Margueritte e 1888.
Peel a veajas kalz dre Europa ha dre Ganada, hag e daolennoù a ziskouezas dre ma oa ezel eus Kevredigezh arzourien Ontario ha Royal Canadian Academy. E oberennoù a ziskouezas ivez da-geñver diskouezadegoù etrevroadel evel Saloñs Pariz. Brudet eo evit bezañ taolennet tud en o noazh ha bugale, hag e voe e-touez al livourien ganadian kentañ a lakaas al livañ tud en o noazh da zodenn bennañ o oberennoù[1].
Oberennoù pennañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Deoliezh, 1881
- Mamm hag he bugel 1888
- Al Louzawour yaouank, 1888-1890
- Kouronker a Venezia, 1889
- Poltred Gloria Roberts 1889
- Goude kouronkañ, 1890
- Ar vêsaerez yaouank, 1892
- Robert Andre Peel, e-tro 1892
- Bennett Jull, 1889-1890
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Victoria Baker, Paul Peel: A Retrospective, 1860-1892 (London Regional Art Gallery: London ON, 1986)
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- E vuhez war lec'hienn Canadian Encyclopedia
- E vuhez war lec'hienn London Museum, Ontario
- E vuhez war lec'hienn Dictionary of Canadian Biography Online