27 Gouere
Neuz
(Adkaset eus 27 a viz Gouere)
| ||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
Darvoudoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1214 : Emgann Bouvines.
- 1689 :
- Drouklazhet trevadennerien c'hall gant an Indianed Iroquois e Lachine, e-tal Montréal.
- Emgann Killiecrankie etre klannoù an Uheldirioù, a-du gant ar roue James VII a Vro-Skos, hag arme saoz William III, roue Bro-Saoz.
- 1794 : harzet ha bac'het Robespierre e Pariz; echu eo marevezh ar Spont.
- 1919 : dalc'het emvod kentañ izili Breiz Atao e Sant-Brieg.
- 1991 : moret eo al lougr-aocher Belle Angèle e porzh Pont-Aven.
- 2012 : digoradur an XXXvet C'hoarioù Olimpek hañv e Londrez gant Elesbed II, rouanez Rouantelezh-Unanet, Breizh-Veur ha Norzhiwerzhon.
Ganedigezhioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1768 : Charlotte Corday (Charlotte de Corday d'Armont), drouklazherez Jean-Paul Marat.
- 1877 : Stefano Rosselli del Turco, mestrc'hoarier ha kazetennour echedoù italian.
- 1904 : Lyoudmila Roudenko, mestrc'hoarierez echedoù soviedat.
- 1910 : Julien Gracq, skrivagner gall.
- 1917 : Bourvil, aktour gall.
- 1932 : Louise Ebrel, kanerez vreizhat, merc'h Eugénie Goadeg.
- 1944 : Jean-Jacques Monnier, kelenner, stourmer politikel ha sevenadurel breizhat, bet ganet e Londrez.
Marvioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 432 : Selestin Iañ, pab.
- 1774 : Samuel Gottlieb Gmelin, ergerzher, mezeg ha naturour alaman.
- 1919 : Charles Conrad Abbott, arkeologour amerikan.
- 1929 : Frañsez-Mari Kadig, beleg, dastumer kanaouennoù ha kontadennoù Bro-Gwened.
- 1984 : James Mason, aktour breizhveuriat.
- 2009 : Armel de Wismes, istorour eus Naoned.