Mont d’an endalc’had

Consolidated B-24 Liberator

Eus Wikipedia
(Adkaset eus B-24)
Bloavezhioù 1940

Ar Consolidated B-24 Liberator (“dieubour”) a oa un nijerez-vombeziñ pounner amerikan eus an Eil Brezel-bed. Savet e oa bet gant an embregrezh Consolidated Aircraft eus Kalifornia. Ur bern a zo bet graet (18 400 en holl) ha bet en implij gant un darn vat eus aerluioù ar Re Gevredet. Implijet e veze e-skoaz ar B-17 Flying Fortress. Modernoc'h eget hemañ diwezhañ e oa, muioc'h a vombezennoù a c'halle kas gantañ, uheloc'h, pelloc'h ha buanoc'h e c'halle nijal met diaesoc'h e oa da leviañ, ha techet e oa an tan da gregiñ ennañ. Daoust da se eo bet talvoudus e berzh evit ar Re Gevredet.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.