Christophe Honoré
Christophe Honore, bet ganet d'an 10 a viz Ebrel 1970, a zo ur skrivagner, filmvarner, senarioer ha filmaozer breizhat.
E vuhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Christophe Honore, bet ganet e Karaez, zo bet o chom e Rostren e-pad e yaouankiz. War-lerc'h en deus studiet al lizhiri modern hag ar sinema e Roazhon. Adalek 1995 e teu da vezañ kronikour e Pariz evit meur a gelaouenn, Les Cahiers du cinéma en o zouez[1].
Displeget eo bet e bezh-c'hoari kentañ Les débutantes e Festival Off Avignon e 1998. Dont a ra en-dro e 2005 er festival "in" ar wech-mañ, gant Dionysos Impuissant hag a zo azasadenn a-vremañ Ar Bakantezed gant Euripides. Louis Garrel a c'hoari Dionysos ha Joana Preiss a zo Semele.
E oberenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]En e oberennoù evit ar re yaouank e stag Christophe Honore gant temoù diaes : an emlazh, an HAZA, gevier an dud deuet, an insest pe sekredoù familh.
Gant e film Dans Paris eo bet gwelet gant filmvarnerien c'hall evel hêr ar sinema Nouvelle-Vague. Lod eus e filmoù ha senarioioù (Les filles ne savent pas nager pe Dix-sept fois Cécile Cassard) a gomz diwar-benn darempredoù heñvelreviat pe lesbian.
Romantoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E romantoù evit ar re yaouank a zo embannet gant L'École des Loisirs.
- 1996 : Tout contre Léo (evit ar re yaouank)
- 1996 : C'est plus fort que moi (evit ar re yaouank)
- 1997 : Je joue très bien tout seul (evit ar re yaouank)
- 1997 : L'Affaire petit Marcel (evit ar re yaouank)
- 1997 : L'Infamille (Éditions de L'Olivier, ISBN 2-87929-143-7)
- 1998 : Zéro de lecture (evit ar re yaouank)
- 1998 : Une toute petite histoire d'amour (evit ar re yaouank)
- 1998 : Je ne suis pas une fille à papa (evit ar re yaouank)
- 1999 : Les Nuits où personne ne dort (evit ar re yaouank)
- 1999 : Mon Cœur bouleversé (evit ar re yaouank)
- 1999 : Bretonneries (evit ar re yaouank)
- 1999 : La Douceur (Éditions de L'Olivier, ISBN 2-87929-236-0)
- 2002 : Scarborough (Éditions de L'Olivier, ISBN 2-87929-310-3)
- 2005 : Le Livre Pour Enfants (Editions de l'Olivier)
Pezhioù c'hoari
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1998 : Les Débutantes
- 2001 : Le Pire du troupeau
- 2004 : Beautiful Guys
- 2005 : Dionysos Impuissant
Senarioioù sinema
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1998 : Les Filles ne savent pas nager
- 1998 : Nous deux
- 1999 : Le Frère des taureaux
- 2002 : Novo, Jean-Pierre Limosin ennañ
- 2006 : Après lui, Gaël Morel ennañ
Filmaozer
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 2000 : 17 Fois Cécile Cassard, Béatrice Dalle ha Romain Duris.
- 2002 : Tout contre Léo (telefilm), Yaniss Lespert, Pierre Mignard ha Marie Bunel.
- 2004 : Ma mère, Louis Garrel, Isabelle Huppert hag Emma de Caunes.
- 2006 : Dans Paris, Romain Duris, Louis Garrel ha Guy Marchand.
- 2007 : Les Chansons d'amour, Louis Garrel, Ludivine Sagnier, Clothilde Hesme, Chiara Mastroianni - dibabet en-ofisiel gant Festival Cannes e 2007.
- 2008 : La Belle Personne, gant Léa Seydoux ha Louis Garrel
- 2008 : Hôtel Kuntz, film berr
- 2009 : Non ma fille tu n'iras pas danser, gant Chiara Mastroianni
- 2010 : Homme au bain
- 2011 : Avant la haine digant Alex Beaupain kanet gant Camélia Jordana hag Alex Beaupain, clip
- 2011 : Les Bien-aimés, gant Catherine Deneuve, Chiara Mastroaianni, Ludivine Sanier, Louis Garrel
- 2014 : Métamorphoses
Daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Buhez Christophe Honore. christophe-honore.net.