Cornovii
Neuz
(Adkaset eus Cornovii (Kernev-Veur))
Cornovii (pe Cornobii, Cornavii, pe Cornabii) zo anv ur bobl vrezhon eus Enez Vreizh a-raok an aloubadeg roman .
Tri skourr a oa anezho:
- Cornovii Kernev-Veur, a roas o anv da ziv vro:
- Kernev-Veur
- Bro-Gerne, ur rouantelezh en Arvorig a-raok bezañ ur gontelezh e rouantelezh Breizh;
- Cornovii ar Midlands , er reter da Gembre, ar re a savas rouantelezh Powys
- Cornovii Caithness, e biz Bro-Skos
Koulskoude, n'eo ket sur tamm ebet e oant ar memes pobl. Ma talv o anv kement ha pobl ar c'horn, e c'hall bezañ bet roet abalamour ma oant o chom war ur c'horn-douar, ha netra ken. Met se ne dalv ket evit re ar Midlands.
|