Éric Besson
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Frañs |
Anv-bihan | Éric |
Anv-familh | Besson |
Deiziad ganedigezh | 2 Ebr 1958 |
Lec'h ganedigezh | Marrakech |
Pried | Sylvie Brunel |
Bugel | Ariane Fornia |
Yezhoù komzet pe skrivet | galleg |
Micher | politiker, liberal profession |
Karg | kannad gall, kannad gall, maer Donzère, Q66500546, Q65483048 |
Bet war ar studi e | Institut d'études politiques de Paris, Montpellier Business School, Lycée Lyautey |
Lec'h labour | Pariz |
Strollad politikel | Strollad sokialour, Unvaniezh evit ul Luskad Poblel |
Prizioù resevet | Lysenko Prize |
Éric Besson, ganet d'an 2 a viz Ebrel 1958 e Marrakech e Maroko, zo ur politikour ha den a aferioù gall, a orin gall ha libanat, bet ministr e-barzh gouarnamant François Fillon, karget d'ober war-dro an Identité nationale gall, hag an enbroañ.
Dimezet eo bet da Sylvie Brunel (1983), da Yasmine Tordjman (2010) ha da Jamila Azeroual (2015).
Eus 1993 da 2007 e oa ezel eus ar Strollad sokialour gall. Maer Donzère eo, en Drôme abaoe 1995. Kannad eo bet eus 1997 betek 2007, evel ezel eus ar PS, hep strollad abaoe.
E penn an embregerezh Éric Besson Consulting eo en doa krouet e 2013.
Buhez prevez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Besson a oa bet dimezet gant Sylvie Brunel eus 1983 betek 2009, geograferezh ha skrivagnerez eo hi. Bremañ eo prezidantez Oberiant a-enep an Naonegezh. Tri bugel a zo bet gant ar c'hooublad. An hini koshañ, Alexandra (ganet e 1989), zo ur skrivagnerez.
Goude-se eo bet dimezet Besson gant Yasmine Tordjman e miz Gwengolo 2010, ur studierez war an arzoù eus Tunizia. Hi zo merc'h-bihan ar prezidant tuniziat Habib Bourguiba. E miz Kerzu 2012, ar c'houblad a embanne e oant o vont da zizimeziñ ar pezh a voe graet e 2015.
Goude-se eo dimezet ur wech c'hoazh gant Azeroual Jamila e miz Eost 2015.