Mont d’an endalc’had

Graeme Allwright

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Graeme Alright)
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Graeme Allwright, luc'hskeudennet e miz Gouere 2012 e Kemper, da-geñver Gouelioù-Meur Kerne.

Graeme Allwright, ganet d'ar 7 a viz Du 1926 e Wellington (Zeland-Nevez) ha marvet d'ar 16 a viz C'hwevrer 2020 e Couilly-Pont-aux-Dames (Seine-et-Marne, Bro-C'hall), a zo ur c'haner gall ha zelandneveziat.

En em staliañ a ra e Bro-C'hall adalek 1948 hag ober a ra kalz micherioù bihan, en o zouez re liammet gant ar c'hoariva. Mont a ra da ganañ e Pariz adalek ar bloavezhioù 1960. E daou albom kentañ a ra berzh bras e 1966 ha 1968.

Unan eus ar ganerien geñtañ o tegas ar folksong stadunanat da Vro-C'hall eo, p'en deus lakaet e galleg kanaouennoù saoznek bet savet gant Pete Seeger, Bob Dylan, Leonard Cohen ha tud all.