Mont d’an endalc’had

Kastell Langeais

Eus Wikipedia
MONUMANT Monumant istorel ISTOREL
Kastell Langeais

Kastell Langeais zo ur c'hastell eus ar Grennamzer, e kumun Langeais e departamant Indre-et-Loire, e Bro-C'hall, war lez dehou al Liger. Eus ar c'hastell kentañ ne chom nemet rivinoù eus an tour-meur. Konted kentañ Anjev a savas o c'hastell evit tagañ domanioù konted Bleaz ha Teurgn.

Dindan ren Foulk III, kont Anjev, e voe savet ar c'hastell kentañ. Brasaet e voe gant an tiegezh Plantagenêt, ha gant Richarzh Kalon Leon dreist-holl. Aloubet e voe gant arme ar roue gall Fulup an Aogust e 1206, met distrujet e voe goude gant ar Saozon, e-pad ar Brezel Kant Vloaz (1428). Ne chom nemet tour-meur Foulk Nerra eus ar c'hastell kentañ-se.

Adsavet e voe ar c'hastell etre 1465 ha 1469, war urzh ar roue gall Loeiz XI, ha perc'hennet e voe ar c'hastell gant rouaned Bro-C'hall e-pad pell. E kastell Langeais an hini e c'hoarvezas eured ar roue gall Charlez VIII gant an dugez Anna Breizh er bloavezh 1491. Dre an dimeziñ-se e teue Breizh da vezañ stag ouzh rouantelezh Bro-C'hall ha n'eo ket mui ouzh impalaeriezh an Habsbourged.

Dilezet e voe ar c'hastell goude an Dispac'h Gall, met e 1886 e voe prenet gant ur bankour, Jacques Siegfried, a reas labourioù adkempenn ennañ betek 1904. Neuze e voe profet ar c'hastell gantañ d'an Institut de France.

Gweladenniñ ar c'hastell a c'haller bremañ. E kêr emañ, gant e dri zour uhel dreist an tiez tro-dro, ha mont a reer ennañ dre ur pont-gwint. Ul liorzh, bet savet e doare liorzhoù ar XVvet kantved, a c'haller gweladenniñ ivez. Er c'hastell ez eus 15 kambr kempennet gant arrebeuri, pallennoù, livadurioù ha kizelladurioù, da glask reiñ un alberz eus ar vuhez ennañ gwechall, er XVvet ha XVIvet kantved. Er saloñs brasañ eo taolennet eured Anna Breizh ha Charlez VIII.


Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.