Mont d’an endalc’had

Mouezh (yezhoniezh)

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Kensonenn mouezhiet)

Er yezhoniezh e vez implijet an termen mouezh (saoz.: voice pe voicing) war dachenn ar fonetik hag ar fonologiezh evit komz eus unan eus an tri ferzh pennañ hervez fonetik an distagañ implijet a-gevret gant an doare distagañ hag al lec'h distagañ evit renkañ ur sonenn.

Dre vras e reer un diforc'h etre sonennoù mouezhiet ma vez lakaet kerden ar vouezh da froumal (d.s. [b, d, g, z]) ha sonennoù divouezh (d.s. [p, t, k, s]) ma ne froum ket kerden ar vouezh. Liveoù mouezh etre a c'hell bezañ avat, da skouer fri [friː] > ar fri [ar.v̥riː] e rannyezhoù brezhonek zo.

Peurliesañ e vez mouezhiet ur vogalenn daoust ha ma vez implijet ivez vogalennoù divouezh e yezhoù zo, keit ha ma c'hall ur gensonenn bezañ mouezhiet pe divouezh.

Setu parioù fonemennoù kensonennel mouezhiet ha divouezh skouer implijet gant ar brezhoneg m'en devez an diforc'h-se un arc'hwel yezhadurel (gw. « kemmadur »):

Kensonenn divouezh Kensonenn mouezhiet
[p] ar penn [b̥] e benn
[t] an tad [d̥] e dad
[k] ho kig [ɡ̊] da gig
[f] fulenn [v̥] ur fulenn (rannyezhoù zo)
[s] sailh [z] ur sailh (rannyezhoù zo)
[ʃ] chupenn [ʒ] ur chupenn (rannyezhoù zo)


Gwelit ivez:

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]