Mont d’an endalc’had

Plinius an Henañ

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Plinius Kozh)
Plinius an Henañ
Istor naturel Plinius an Henañ, embannet gant Hackios e Leiden, en Izelvroioù, e 1669.

Plinius an Henañ, pe Plinius Kozh, pe Caius Plinius Secundus en latin (23-79), a oa ur skrivagner ha naturoniour roman, oberour un holloueziadur anvet Naturalis istoriae, pe Istor naturel.

Eontr e oa da Plinius ar Yaouankañ (61-114), skrivagner roman ivez, ha politikour.

Ganet e oa en 23 e Novum Comum (Como hiriv) ha marvet e Stabies (Stabia en latin), ur gêriadenn e-kichenik Pompei, pa darzhas ar menez Vesuvio, un tamm war-lerc'h dezhañ advabañ e niz Gaius Plinius Caecilius Secundus (Plinius ar Yaouankañ), en 79.

An Istor Naturel, 37 levr anezhañ, eo an oberenn nemeti a zo deuet betek ennomp. Kalz a labourioù en deus graet Plinius Kozh diwar-benn ar bsikologiezh, ar skiantoù, ar steredoniezh pe c’hoazh, ar vetalouriezh.

Pelec’h ez eo ganet

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ganet e oa e konsulvezh Caius Asinius Pollion ha Caius Antistius Vetus e 23. Ne ouezer ket e pe lec’h avat. Tud zo a lavar e oa e Verona, ha lod all e Como.

Plinius kozh a zo eus renkad ar varc’heien Roman (eques) dre e vamm, merc’h ar senedour Gaius Caecilius eus Novum Comum. A-raok ar bloavezh 35, e voe kaset gant e dad da Roma da brenañ e zeskadurezh. Deskiñ a reas gant ar barzh ha jeneral Publius Pomponius Secundus. Deskiñ a blije da Blinius. E-barzh e levr Publius Pomponius Secundus e komz eus an daou yezhadurour ha helavarour Remmius Palaemon hag Arellius Fuscus, hag a voe mestr dezhañ hervez an istorourien. Studiañ a ra blantouriezh evit an topik (jardin gant girzhier troc’het evit ober brav) e Roma. Dindan levezon Seneca ar Yaouankañ, e teu da vezañ ur studier entanet gant ar filozofiezh ha gant an helavarouriezh ha kregiñ a ra gant ar vicher a advokad.

E red-buhez soudard

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dindan urzhioù Gnaeus Domitius Corbulo emañ e 47 en Alamagn, evit sikour da drevadenniñ Alamagn ar Gwalarn hag evit sevel ur ganol etre ar Roen hag ar Meuse. O vezañ komandant eus ur arme war varc’h e skriv e-pad ar goañv ul levr diwar-benn teurel ar goaf war varc’h. E Galia hag e bro Spagn e tesk ster un nebeud gerioù keltiek. Notenniñ a ra en e levrioù anvioù ar c’hêrioù trevadennet gant Drusus. Un huñvre en deus hag a zo goulenn digant an hini a c’hounezo ar brezel kontañ dezhañ prantadoù ar brezel evit ma vefe skrivet hag anavezet gant an holl dud goude. Er bloavezh 50, ez a gant ur mignon dezhañ, Titus Flavius (hag a vo impalaer da c’houde), da weladenniñ Alamagn evit an trede gwech.

E enklaskoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bevañ a ra e Roma, dindan galloud Neron. Sevel a ra kartenn Armenia ha hini ar mor Kaspian. Gwelet a ra ivez savadur an Domus Aurea eus Neron goude an tan-gwall e 64. Kenderc’hel a ra e 20 levr diwar benn istor ar brezelioù Germanek. Al levrioù-se a zo lod eus ar re bouezusañ diwar Germania.


Mervel a eure en 79, e Stabia, e-tal Pompei, e-kerzh dislonkadenn ar menez Vesuvio.