Mont d’an endalc’had

Plouganoù

Eus Wikipedia
Plouganoù
Beg Terenez.
Beg Terenez.
Ardamezioù
Anv gallek (ofisiel) Plougasnou
Bro istorel Banniel Treger Treger
Melestradurezh
Departamant Penn-ar-Bed
Arondisamant Montroulez
Kanton Lanneur (betek 2015)
Plouigno (abaoe 2015)
Kod kumun 29188
Kod post 29630
Maer
Amzer gefridi
Nathalie Bernard
2020-2026
Etrekumuniezh Montroulez Kumuniezh
Bro velestradurel Bro Montroulez
Lec'hienn Web Ti-kêr
Poblañsouriezh
Poblañs 3 035 ann. (2022)[1]
Stankter 89 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
48° 41′ 44″ Norzh
3° 47′ 24″ Kornôg
/ 48.695548, -3.790033
Uhelderioù bihanañ 0 m — brasañ 94 m
Gorread 33,94 km²
Lec'hiañ ar gêr
Plouganoù

Plouganoù (/plugã:nu/)[2] zo ur gumun e Breizh e kornôg Bro-Dreger, e kanton Plouigno (gwechall e hini Lanneur) e departamant Penn-ar-Bed.

War aod Mor Breizh emañ Plouganoù.

Kumunioù amezek
Mor Breizh Sant-Yann-ar-Biz
Plouezoc'h Lanneur


Plouganoù :Aod
Plouganoù :Aod
Plouganoù hag ar c'humunioù tro-war-dro
  • Ogée (1780) : Plougasnou.
  • Marteville & Varin (1843) : Plougasnou; Appelée dans les anciens titres latins Ploicathnou (orthographe saxonne dans laquelle le th se prononce comme ds)[3]
  • Bernard Tanguy (1992) : Ploicatno, Ploicathno, Ploigathnou, 1040 ; Plegano, 1163 ; Ploegaznou, 1257, c. 1330, 1371 ; Guycaznou, 1419 ; bourg de Guicaznou, 1520.
  • Talvoudegezh : diwar an anv-den henvrezhonek Catnou.
  • En argant plezhek en glazur.
  • J.B. Ogée : Plougasnou ; 9 lev e kornôg-mervent Landreger, en eskopti, 37 lev diouzh Roazhon ; 3 lev diouzh Montroulez, e isdileuriadurezh hag e veli. Tri mil sakramantad zo enni, en ur gontañ ar re Sant-Yann-ar-Biz, e drev.
  • Mervel a reas 150 gwaz eus ar gumun abalamour d'ar brezel, eleze 3,75% ag ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911[6].

Brezelioù didrevadennañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Mervel a reas tri milour eus ar gumun[9].
  • Mervel a reas daou vilour eus ar gumun[10].

Monumantoù ha traoù heverk

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Peulvaen Kermadeza
  • Peulvaen Bleinbalaneg
  • Peulvaen ar Chapel Bian
  • Peulvaen Kervouster
  • Iliz katolik Sant Pêr, XVIvet, XVIIvet
  • Chapel Privael
  • Chapel Sant Samzon
  • Chapel Sant Nikolaz
  • Chapel Sant Jorj
  • Chapel Kerbabu
  • Chapel Sant Melar
  • Chapel Santez Barba
  • Chapel Sant Sebastian, e Kervouster
  • Chapel Mezkoed
  • Chapel Itron-Varia Lourdes, e Dibenn
  • Chapel vihan ar Sakramant
  • Chapel vihan Itron-Varia Loretta (XVIIvet kantved).
  • Chapel vihan Sant Jelvestr
  • Kroaz ar Rouanez
  • Maner Trovelin
  • Monumant ar Re Varv
  • Monumant ar re varv e-tal an iliz katolik, luc’hskeudenn[11].

Bezioù ar C'hommonwealth e bered ar gumun

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Bro Niver a vilourion
Kanada 2 (Morlu), unan anezhe chomet dianav
Banniel ar Rouantelezh Unanet Rouantelezh-Unanet 6 (Aerlu)
Hollad 8

Mervel a rejont e-pad an Eil Brezel-bed, re an Aerlu d'an 29 a viz Genver 1943 pa gouezhas o c'harr-nij (Halifax II marilhet DT681 ha kodet NP-J) e Plouganoù[12], re ar Morlu d'an 29 a viz Ebrel 1944 pa voe kaset o bag, an destroyer HMCS Athabaskan, d'ar strad gant an tarzher alaman Elbing T-24[13],[14].

Emdroadur ar boblañs abaoe 1962

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Niver a annezidi

Deskadurezh
  • Ur c'hlasad divyezhek a zo eno e skol bublik ar bourk (Marie-Thérèse Prigent) abaoe miz Gwengolo 2022.
  • E distro-skol 2024 e oa enskrivet er c'hlasad skol-vamm divyezhek 19 bugel.
  • Yann Jegou, aotrou Penanvern.
  • Alan ar Gozhker, marc'heg ; aotrou Kozker.
  • Jozef ar Gozhker, marc'heg, aotrou Rozambo ; kuzulier ouzh Breujoù Breizh e 1672.
  • Gwilhern a Gergroas, aotrou Kermorvan.
  • Yves Goezbriand, aotrou Kozhkeroù.

Ardamezeg ar familhoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Arel
Aotrounez Kervény
Palefarzhet etre argant ha glazur.
Argenton (d')
Aotrounez Kermouster
En aour hadet gant kroaziganoù kroaziganek en glazur e deir zorzhell en gul.
Balavenne
Aotrounez Kervezeg, Ballac'h, Kermebel
En argant e dri ezev en sabel, 2, 1, ur ruilhenn ivez en sabel ouzh kondon.
Bartaige
Aotrounez Kerangroas
Plezhek etre argant ha glazur, diforc'het ouzh kab gant ur greskenn en gul.
Isle (de l')
Aotrounez al lec'h-se
Sourinet etre aour ha glazur a c'hwec'h pezh ; e gonk a-zehou en gul karget gant ur flourdilizenn en argant.
  • Sturienn ː A chacun on rang.
Jagu
Aotrounez Prat-Meur, Pontizag, Langouere, Kerangouez
En sabel e leon en argant heuliet gant teir steredenn ivez en sabel.
Periou
Aotrounez Mesgéau
En sabel e dreustell en aour heuliet ouzh kab gant teir c'hregilhenn ivez en aour.
Quenquizou (du)
Aotrounez al lec'h-se ha Kerprigent
En sabel plezhek en aour.
Tréléver (de)
Aotrounez Penanvern
Sourinet etre erminoù ha gul.
[PPC]

Tud bet ganet eno

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Div skol bublik zo e Plouganoù : ar skol Marie-Thérèse Prigent er bourk, hag ur skol all e karter Kerenot. Ur skolaj (François Charles) a zo er gumun ivez. E miz Gwengolo 2022 ez eus bet digoret un hentad divyezhek brezhoneg-galleg e skol ar bourk.

Lervlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Abalain, Hervé : Les noms de lieux bretons, Éditions Jean-Paul Gisserot, 2000
  • Éditions Flohic (a-stroll) : Le patrimoine des communes du Morbihan, 2 levrenn, 1996 (ISBN 978-2-84234-009-4)
  • Marteville, Alphonse & Varin, Pierre (kendalc'herien J. Ogée) : [https://gallica.bnf.fr/ark:/12148/bd6t5394191n/f15.item.r=A.zoom Nouveau dictionnaire istorique et gégraphique de Bretagne, 1843.
  • Ogée, Jean (1728-1789) : Dictionnaire historique et géographique de la province de Bretagne, 1778 (peder levrenn).
  • Potier de Courcy, Pol : Nobiliaire et armorial de Bretagne
  • Tanguy, Bernard : Les noms de lieux bretons, Emgleo Breiz, 2015 (ISBN 978-2-35974-118-6)
  • Vallerie, Erwan : Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez — Corpus – Traité de toponymie historique de la Bretagne, An Here, 1995 (ISBN 978-2-86843-153-0)

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù ha daveoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
  2. Ober a rae Lan Inizan gant Plougasnou ha Plouganaouiz a-hed embannadur orin Emgann Kergidu.
  3. Marteville & Varin, op. cit., p. 327
  4. Arthur Le Moyne de La Borderie, La Révolte du Papier Timbré advenue en Bretagne en 1675, adembannet e Les Bonnets Rouges, Union Générale d'Éditions (dastumadeg 10/18), Pariz, 1975 (e galleg)
  5. Kristof Jezegoù, Hor Bro e-pad ar Revolusion, Ti-moullañ Ar Bobl, Karaez, 1915, p. 47.
  6. (fr)Memorial Genweb
  7. (fr)Memorial Genweb
  8. (fr)Pertes RAF Finistère
  9. (fr)Memorial Genweb
  10. (fr)Memorial Genweb
  11. (fr)Université de Lille
  12. (fr)Pertes RAF Finistère
  13. (fr)Chronologie d'avril 1944
  14. (en)Commonwealth War Graves Commission