Mont d’an endalc’had

Việt Minh

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Viet Minh)
Việt Minh
national liberation movement, guerrilla movement, popular front
Rann eusresistance during World War II Kemmañ
Deiziad krouiñ1941 Kemmañ
Anv er yezh a orinViệt Minh Kemmañ
PrezidantHồ Chí Minh, Lê Duẩn, Phạm Văn Đồng Kemmañ
StadViêt Nam Kemmañ
Political alignmentTu-kleiz Kemmañ
Ideologiezh politikelsocialist patriotism, Ho Chi Minh Thought, anti-imperialism Kemmañ
Heuliet gantViet Cong Kemmañ
Bet erlec'hiet gantLeague for the National Union of Vietnam Kemmañ
Banniel ar Viêt Minh

Việt Minh, Viet-Minh, Viêt-Minh pe Vietminh, berradur eus Việt Nam Độc Lập Đồng Minh Hội "Kevread evit Dizalc'hiezh Viêt Nam", a oa ur c'hevread broadel evit dizalc'hiezh Viêt Nam savet e Pác Bó d'an 19 a viz Mae 1941.
Ar Việt Nam Độc Lập Đồng Minh Hội a oa bet ganet e Nanjing, Sina, etre miz Eost 1935 ha fin ar bloavezh 1936 pa voe kavet an tu gant broadelourien nann-komunour Viêt Nam da gejañ gant holl nerzhioù broadelour ar vro evit sevel un talbenn unvan enep-impalaeriel.

Võ Nguyên Giáp hag Hô Chi Minh e 1942

An aozadur a gouezas goustadik en e boull betek ma voe adlañset da vat gant ar Strollad Komunour Indezat-sinat, Hồ Chí Minh en e benn e 1941. Ar Việt Minh en em roas evel pal pennañ deubiñ ar vro diouzh an Impalaeriezh Trevadennel C'hall. E-pad an Eil Brezel-bed, ar Stadoù-Unanet kement ha Republik Sina a roas harp d'ar Viêt Minh a-enep an alouberien japanat. Goude ar Brezel-bed, pa grogas ar stourm a-enep an drevadennerien c'hall, e voe harpet ar C'hallaoued gant SUA a-enep ar Viêt Minh. Ur wech kollet ar brezel gant ar C'hallaoued en em gavas ar Viêt Minh o stourm kement a-enep nerzhioù SUA evit re Republik Su Vietnam.

Vo Nguyen Giap, e-tal nerzhioù Viet-minh o tont da vezañ Lu Norzh Vietnam e 1944

Eil Brezel-bed

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E-pad an Eil Brezel-bed, Impalaeriezh Japan a aloubas an trevadennoù c'hall indez-sinaat. Ar Viêt Minh a stourmas a-enep Japaniz hag ivez a-enep an nerzhioù C'hall a oa chomet evit derc'hel an trevadennoù. E dibenn ar bloavezh 1944, ar Viêt Minh a embanne bodañ 500 000 a izili, 200 000 anezho en Tonkin, 150 000 en Annam ha 150 000 e Kochinchina. Pa godianas Japan e miz Eost 1945 e roas he beli war lod savadurioù foran betek reiñ lod eus hec'h armoù tapet digant al lu c'hall d'ar Việt Minh, a oa renet gant Hồ Chí Minh. Ar pal a oa lakaat pennoù broadelour Viêt Nam da stourm a-enep an drevadennerien c'hall. Lod soudarded Lu Impalaeriezh Japan a emezelas er Viêt Minh evit reiñ o harp d'ar stourm dieubidigezh e-ser distreiñ da Japan.

9 a viz Here 1954 : dibunadeg seder soudarded ar Viêt Minh e Hanoi
Trec'h e-pad Emgann Dien Bien Phu (7 a viz Mae 1954) soudarded ar Việt Minh o hejañ o banniel.

Viêt-Minh ha Breizh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E Breizh, ar vroadelourien eus al luskad Breiz Atao a glaskas reiñ o harp d'ar Viêt Minh dre ur santimant enepgall. Er gazetenn Breiz Atao e voe embannet neuze pennadoù a harpe dieubidigezh Viêt Nam pe a roe meul d'ar vroadelourien a oa o stourm eno evit o frankiz. Célestin Lainé, er bloavezhioù 1950, a roas un harp milourel dezho. Ul liamm a vez graet etre an trevadennoù c'hall en estrenvro ha Breizh.
Setu amañ ar pezh a skrivas "J. La B." (Olier Mordrel) e skrid-digeriñ Breiz Atao niverenn 1 :

« Par le Fer et par le Feu
Beaucoup de personnes s’étonnent de l’attitude de Breiz Atao parce qu’elles ne comprennent pas et ne reconnaissent pas que la Bretagne soit opprimée. […]
Nous sommes opprimés parce qu’au lieu de nous gouverner nous-mêmes, nous sommes gouvernés par des étrangers à notre Pays. […]
Les Africains du Nord, animés par ce grand souffle moderne qui veut qu’aucun peuple ne soit l’esclave d’un autre, revendiquent leur autonomie. La répression ne s’est pas faite attendre […]
En Indochine, la même politique de la matraque et de la calomnie […] »

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]