Mont d’an endalc’had

Ingolstadt

Eus Wikipedia
"Porzh ar groaz" (Kreuztor), un nor eus ar Grennamzer da vont er gêr gozh ; unan eus arouezioù kêr.

Ingolstadt zo ur gêr eus kreisteiz Alamagn, e stad Bavaria. Emañ e distrig Oberbayern, nepell diouzh München, war lez ar stêr Danav.

Poblet e oa e 2013 gant 129 136 a annezidi. Gant an niver-se emañ e-touez kêrioù bras Bavaria ; ar c'hwec'hvet kêr vrasañ eo, goude München, Nürnberg, Augsburg, Regensburg ha Würzburg. Emañ Ingolstadt en ur goadeg vras, 374 metr a-us live ar mor. En em astenn a ra war 133,35 km². Goude Regensburg ez eo neuze an eil kêr vrasañ, a-fed gorread, e-touez ar c'hêrioù alaman a gaver war ribl an Danav.

E 1472 e voe krouet skol-veur gentañ Bavaria en Ingolstadt. Emañ sez kreiz an embregerezh kirri Audi en Ingolstadt ivez.

Kêrioù gevellet

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gevellet eo Ingolstadt gant ar c'hêrioù-mañ :

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.