Trapez
Trapez | |
---|---|
An trapez ABCD | |
An trapez zo ur skouer dibar eus : | |
|
|
Trapezoù dibar : | |
An trapezoù (a vez graet trapezenn pe tristurieg anezho a-wezhioù)[1] a zo anezho pevarc'hostezegoù o deus daou gostez enep parallelek. Graet e vez diaz eus an daou gostez-se.
Gant an termenadur-se ez eus trapezoù eus ar pevarc'hostezegoù ABCD hag ABDC o-daou war ar figurenn (hag a zo parallelek o c'hostezioù (AB) ha (CD) ).
Oberourien 'zo a laka ur redi ouzhpenn : konvekselezh ar pevarc'hostezeg. Gant se e vez dilezet an « trapezoù kroazet » evel ABDC.
Perzhioù
Ar pevarc'hostezegoù konveksel a zo trapezoù anezho mar hag hepken mard o deus ur c'houblad kornioù kenheuliek kevatal o somm gant 360 derez pe π radian. Heñvel eo neuze somm an daou gorn all.
Da skouer : an daou goublad kornioù a zo (A,D) ha (B,C) o begoù.
Diwall : En trapezoù ne vez ket atav somm daou gorn kenheuliek kevatal gant 360 derez (ar c'hornioù lol ha B o begoù er figurenn da skouer).
Trapezoù dibar
- Graet e vez trapez skouer eus an trapezoù o deus ur c'horn skouer da nebeutañ. En abeg d'ar perzh kent e vez atav daou gorn skouer da nebeutañ en trapezoù skouer. Ar skouergornegoù ivez a zo trapezoù skouer.
- An trapezeoù a vez graet izoskelel anezho pa wiriont unan eus ar perzhioù kendalvoudek-mañ :
- Daou gorn stok ouzh ar memes diaz zo kevatal.
- Keit eo ar c'hostezioù nann parallelek.
- Keit eo an diagonalennoù.
- An daou ziaz a zo dezho ar memes kreizskouerenn, hag honnezh zo ahel simetriezh d'an trapez.
- An trapezoù konveksel hag a zo keit o diazoù a zo neuze parallelogramoù. Parallelek eo neuze an daou gostez all.
- Ar skouergornegoù zo trapezoù skouer hag izoskelel war un dro.
Formulennoù
Formulennoù an trapez | ||
---|---|---|
Gorread | (pa vez a > c), gant | |
Trohed | ||
Uhelder |
| |
Hirder an diagonalennoù |
| |
Hirder ar c'hostezioù | ||
Muzulioù ar c'hornioù |
Dont a ra an eil formulenn evit jediñ ar gorread eus formulenn Heron evit jediñ gorread an tric'hornioù, hag ar formulennoù evit jediñ hirderioù an diagonalennoù eus teorem al-Kashi.
Teorem an trapez
Teorem an trapez
En trapezoù, an eeunenn a dremen dre boent skej ar c'hostezioù nann parallelek ha dre boent skej an div ziagonalenn a dremen ivez dre greizoù ar c'hostezioù parallelek.
Notennoù ha daveoù
- ↑ An termen trapez a gaver e-barzh :
- Geriadur Brezhoneg An Here, An Here, 2001 ;
- Geriadur ar skiantoù hag an teknikoù - Galleg-Brezhoneg, Kreizenn Ar Geriaouiñ, stumm 1.9 16.11.2010.
- Geriaoueg Matematik, Embannadurioù Eil Derez Diwan, trede embannadur kresket, 1995
- Geriadur Brezhoneg An Here, An Here, 2001