Mont d’an endalc’had

Trapez

Eus Wikipedia
Trapez
Trapez
An trapez ABCD
An trapez zo ur skouer dibar eus :
Trapezoù dibar :

An trapezoù (a vez graet trapezenn anezho a-wezhioù, pe tristurieg peurliesañ)[1] a zo anezho pevarc'hostezegoù o deus daou gostez enep parallelek. Graet e vez diaz eus an daou gostez-se.

Gant an termenadur-se ez eus trapezoù eus ar pevarc'hostezegoù ABCD hag ABDC o-daou war ar figurenn (hag a zo parallelek o c'hostezioù (AB) ha (CD) ).

Oberourien 'zo a laka ur redi ouzhpenn : konvekselezh ar pevarc'hostezeg. Gant se e vez dilezet an « trapezoù kroazet » evel ABDC.

Ar pevarc'hostezegoù konveksel a zo trapezoù anezho mar hag hepken mard o deus ur c'houblad kornioù kenheuliek kevatal o somm gant 360 derez pe π radian. Heñvel eo neuze somm an daou gorn all.

Da skouer : an daou goublad kornioù a zo (A,D) ha (B,C) o begoù.

Diwall : En trapezoù ne vez ket atav somm daou gorn kenheuliek kevatal gant 360 derez (ar c'hornioù lol ha B o begoù er figurenn da skouer).


Trapezoù dibar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Trapez skouer
Trapez skouer
  • Graet e vez trapez skouer eus an trapezoù o deus ur c'horn skouer da nebeutañ. En abeg d'ar perzh kent e vez atav daou gorn skouer da nebeutañ en trapezoù skouer. Ar skouergornegoù ivez a zo trapezoù skouer.
Trapez izoskelel
Trapez izoskelel
Trapez izoskelel gant e ahel simetriezh
Trapez izoskelel gant e ahel simetriezh
  • An trapezeoù a vez graet izoskelel anezho pa wiriont unan eus ar perzhioù kendalvoudek-mañ :
  • Daou gorn stok ouzh ar memes diaz zo kevatal.
  • Keit eo ar c'hostezioù nann parallelek.
  • Keit eo an diagonalennoù.
  • An daou ziaz a zo dezho ar memes kreizskouerenn, hag honnezh zo ahel simetriezh d'an trapez.
Trapez dibar : parallelogram
Trapez dibar : parallelogram
Trapez dibar : skouergorneg
Trapez dibar : skouergorneg
  • An trapezoù konveksel hag a zo keit o diazoù a zo neuze parallelogramoù. Parallelek eo neuze an daou gostez all.
  • Ar skouergornegoù zo trapezoù skouer hag izoskelel war un dro.


Formulennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Formulennoù an trapez
Muzulioù an trapez
Muzulioù an trapez
Gorread

(pa vez a > c),

gant

Trohed
Uhelder

Hirder an diagonalennoù

Hirder ar c'hostezioù
Muzulioù ar c'hornioù

Dont a ra an eil formulenn evit jediñ ar gorread eus formulenn Heron evit jediñ gorread an tric'hornioù, hag ar formulennoù evit jediñ hirderioù an diagonalennoù eus teorem al-Kashi.

Teorem an trapez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Teorem an trapez — En trapezoù, an eeunenn a dremen dre boent skej ar c'hostezioù nann parallelek ha dre boent skej an div ziagonalenn a dremen ivez dre greizoù ar c'hostezioù parallelek.


Notennoù ha daveoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. An termen tristurieg a gaver e-barzh :
    • Nouveau dictionnaire breton fançais, Roparz Hemon, Al Liamm, 1978, p. 814
    • Geriadur ar Jedoniezh, Yann-Baol an Noalleg, Preder, 2003
    • Dictionnaire classique français-breton, tome X, R. Le Gléau, Al Liamm, 1994, p. 3825
    • Geriadur Brezhoneg An Here, An Here, 2001, p. 1325
    • Dictionnaire français-breton, Martial Ménard, 2012, Palantines, p. 1346
    An termen trapez a gaver e-barzh : Ne gaver an termen trapezenn nemet e-barzh :
    • Geriaoueg Matematik, Embannadurioù Eil Derez Diwan, trede embannadur kresket, 1995