Mont d’an endalc’had

Rous Kyiv

Eus Wikipedia
Stumm eus an 27 C'hwe 2022 da 09:22 gant Bianchi-Bihan (kaozeal | degasadennoù)
(diforc'h) ← Stumm kent | Gwelet ar stumm red (diforc'h) | Stumm war-lerc'h → (diforc'h)
Priñselezhioù Rous Kyiv

Rous Kyiv, Rus Kyiv, Stad Kyiv, Priñselezh Kyiv zo ur briñselezh slav a zo padet eus ar IVvet kantved betek an XIIIvet kantved, hag a zo bet bruzunet goude gant aloubadeg ar Vongoled, adal 1223, ma voe peurziskaret a-benn 1240. Rous eo ar c'hoshañ stad boutin d'an teir stad slav a hiriv, Belarus, Rusia, hag Ukraina.

Savet e oa bet gant ar Vareged, renet, hervez ar vojenn, gant ar penn viking Ryourik, ha diazezet e Novgorod. Dont a ra an anv Rous eus ar ger varegek rodslagen (« bro ar stur »).

E dibenn an IXvet kantved e voe lakaet ar gêr-benn e Kyiv, ur gêr slav kemeret gant ar Vareged en 864, hag a oa, betek neuze, sujet d'ar bobl Khazar, ur bobl turk, kantreerien anezho. En XIvet kantved eo Rous Kyiv a oa brasañ stad Europa, adal ar Mor Du betek ar Volga, Pologn, Lituania. Liesseurt e oa, gant pobloù slav, german, finn, ha balt.