War roudou sant Paol
Neuz
War roudou sant Paol, Servicher an Aviel zo ul levr divyezhek diwar-benn Paol Tars, ha diwar-benn an hent en deus graet, embannet gant ti embann Minihi Levenez e 2009[1]. An destenn c'hallek zo bet skrivet gant Alain Marchadour, beleg breizhat ha biblour, ginidik eus Plabenneg, ha person bazilikenn Sant-Pêr-da-gan-ar-C'hilhog (Saint-Pierre-en-Gallicante) e Jeruzalem. An droidigezh e brezhoneg zo bet graet gant Job an Irien, beleg breizhat.
Ar pezh a zo el levr
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ennañ e kaver :
- Ar farizead deuet da vezañ diskib da Jezuz
- Bugaleaj Paol
- An distro war hent Damaz
- « Aviel Paol »
- Ar pennad hir ha talvouduz e Antioch
- Eus ar Juzevien d’ar broadoù
- « Pêr ha Paol, daou jeant ar feiz »
- Bec’h e Antioch
- Kenlabourerien evit ar mision
- Paol, an Abostol hag e vreudeur juzev
- War al lec’h gant e lizhiri
- Ur bersonelez dudius
- Beajoù misioner sant Paol hervez Oberoù an Ebestel
El levr-mañ e kaver ivez ur pennad diwar-benn « An abostol sant Paol e ilizou Penn-ar-Bed », skrivet gant Y.-P. Castel (p. 60-95).
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ War roudou sant Paol, Servicher an Aviel / Sur les pas de saint Paul, Serviteur de l’Evangile, Minihi Levenez, nn 112-113, C’hwevrer 2009, 98 p. (ISBN 972908230345) Skrid enlinenn, war Levraoueg niverekaet eskopti Kemper ha Leon