Mont d’an endalc’had

War roudou sant Paol

Eus Wikipedia

War roudou sant Paol, Servicher an Aviel zo ul levr divyezhek diwar-benn Paol Tars, ha diwar-benn an hent en deus graet, embannet gant ti embann Minihi Levenez e 2009[1]. An destenn c'hallek zo bet skrivet gant Alain Marchadour, beleg breizhat ha biblour, ginidik eus Plabenneg, ha person bazilikenn Sant-Pêr-da-gan-ar-C'hilhog (Saint-Pierre-en-Gallicante) e Jeruzalem. An droidigezh e brezhoneg zo bet graet gant Job an Irien, beleg breizhat.

Ar pezh a zo el levr

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ennañ e kaver :

  • Ar farizead deuet da vezañ diskib da Jezuz
  • Bugaleaj Paol
  • An distro war hent Damaz
  • « Aviel Paol »
  • Ar pennad hir ha talvouduz e Antioch
  • Eus ar Juzevien d’ar broadoù
  • « Pêr ha Paol, daou jeant ar feiz »
  • Bec’h e Antioch
  • Kenlabourerien evit ar mision
  • Paol, an Abostol hag e vreudeur juzev
  • War al lec’h gant e lizhiri
  • Ur bersonelez dudius
  • Beajoù misioner sant Paol hervez Oberoù an Ebestel

El levr-mañ e kaver ivez ur pennad diwar-benn « An abostol sant Paol e ilizou Penn-ar-Bed », skrivet gant Y.-P. Castel (p. 60-95).

  1. War roudou sant Paol, Servicher an Aviel / Sur les pas de saint Paul, Serviteur de l’Evangile, Minihi Levenez, nn 112-113, C’hwevrer 2009, 98 p. (ISBN 972908230345) Skrid enlinenn, war Levraoueg niverekaet eskopti Kemper ha Leon