19 C'hwevrer
Neuz
| ||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
Darvoudoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1416 : graet ez eus un dugelezh eus kontelezh Savoia, gant impalaer an Impalaeriezh santel roman german.
- 1600 : tarzhadenn ar menez-tan Huaynaputina e Perou.
- 1822 : laket maen kentañ ur vilin-baper gant Nicolas Le Marié en Erge-Vras ; deuet da vezañ an embregerezh OCB (Odet-Cascadec-Bolloré) e 1918.
- 1915 : deroù Emgann an Dardanelloù e Turkia e-pad ar Brezel bed kentañ.
- 1959 : dizalc’hded roet da Giprenez gant ar Rouantelezh Unanet (embannet d’ar 16 a viz Eost 1960).
Sportoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 2015 : trec'h eo (2-1) War-raok Gwengamp war FC Dynamo Kyiv (Ukraina) da-geñver kentañ krogad c'hwezekvet gourfennoù an UEFA Europa League.
Ganedigezhioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1473 : Nikolaz Kopernik, steredoniour poloniat.
- 1630 : Shivaji, saver an Impalaeriezh Varatha.
- 1821 : August Schleicher, yezhoniour alaman.
- 1859 : Svante Arrhenius, fizikour ha kimiour svedat, tapet Priz Nobel ar Gimiezh gantañ e 1903.
- 1865 : Sven Hedin, ergerzher svedat.
- 1900 : Giorgos Seferis, skrivagner gresianek, tapet Priz Nobel al lennegezh gantañ e 1963.
- 1904 : Muiris Ó Súilleabháin, skrivagner iwerzhonek.
- 1917 : Carson McCullers, skrivagnerez stadunanat.
- 1924 : David Bronstein, skrivagner ha mestrc'hoarier echedoù ukrainat.
- 1940 : Saparmyrat Nyýazow, kentañ prezidant Republik Turkmenistan (1991-2006).
- 1953 : Cristina Fernández de Kirchner, prezidantez Arc'hantina (2007-2015).
- 1954 : Sócrates, melldroader etrebroadel brazilian.
- 1967 : Aleksandr Baburin, mestrc'hoarier echedoù rusian-iwerzhonat.
- 1987 : Ahmed Adly, mestrc'hoarier echedoù egiptat.
Marvioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1405 : Timur Lang, impalaer mongol.
- 1602 : Philippe-Emmanuel de Lorraine, Dug Mercœur, gouarnour Breizh.
- 1916 : Ernst Mach, fizikour ha prederour aostrian.
- 1919 : Frederick DuCane Godman, skiantour saoz.
- 1927 : Fernand de Langle de Cary, milour gall (Brezel 1870-1871 ha Brezel-bed kentañ).
- 1936 : Billy Mitchell, brigadier-jeneral an aerlu stadunanat.
- 1940 : Maurice Duhamel, sonaozer ha politikour breizhat.
- 1951 : André Gide, skrivagner gall.
- 1952 : Knut Hamsun, skrivagner norvegek, tapet Priz Nobel al lennegezh gantañ.
- 1952 : Roperzh ar Mason, skrivagner brezhonek.
- 1956 : Saig ar Go, skrivagner brezhonek.
- 1957 : Maurice Garin, reder war varc'h-houarn gall, gounideg kentañ Tro Bro-C'hall e 1903.
- 1963 : Benny Moré, kaner-sonaozer kuban.
- 1988 : René Char, barzh gallek.
- 1997 : Deng Xiaoping, penn strollad komunour Sina.
- 2001 : Charles Trenet, kaner gall.
- 2007 : Alexis Gourvenneg, sindikader al labour-douar.
- 2016 : Umberto Eco, skrivagner italian.
- 2019 : Karl Lagerfeld, stilour alaman.
Lidoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Deiziadur henroman : XI ante calendas Martias / Parentalia 6 = XIvet deiz kentañ Meurzh / c'hwec'hvet deiz gouelioù ar Gerent
- Sent an deiz ar relijion katolik :
- sant Tiernvael
- Sant Mesrop, ijiner lizherenneg an armenieg († 440).