31 Kerzu
Neuz
| ||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
Darvoudoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 406 : penn-kentañ aloubadeg a-vras Galia gant an Alaned, ar Sueved hag ar Vandaled, goude ma treuzjont ar stêr Roen skornet.
- 1775 : Emgann Kebek.
- 1944 : kentañ niverenn ar sizhunieg Le Fouet ; embannet e vo betek miz Gouere 1946.
- 1945 : ar gazetenn Le Télégramme a gemenn d'he lennerien e vo adlakaet e pleustr tailhañ ar bara ; 300 g (e-lec'h 350 g) an deiz evit an dud deuet.
- 1946 : embann ar ra Prezidant ar SUA, Harry Truman, eo echu ent-ofisiel gant an Eil Brezel-bed.
- 1961 : klozet eo ar Steuñv Marshall.
- 1972 : skignañ a ra trede chadenn an ORTF.
- 1991 : URSS divodet ent-ofisiel.
- 1992 : dibenn Tchekoslovakia.
- 1999 : Boris Yeltsin a ziskrog diouzh e garg hag a zo kemeret gant Vladimir Poutin.
- 1999 : aotrouniezh klok Panamá war dachennad ar Ganol.
Ganedigezhioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (n'eo ket gwall asur an deiziad-mañ) 1491 : Jakez Karter, ergerzher breizhat ha dizoloer Kanada.
- 1738 : Jean Hermann, mezeg ha naturour gall.
- 1817 : Joseph-Marie Bourdy, troour brezhonek.
- 1845 : Eugene William Oates, naturour saoz.
- 1851 : Charles Chubb, evnoniour breizhveuriat.
- 1868 : Charles Wallace Richmond, evnoniour stadunanat.
- 1869 : Henri Matisse, livour gall.
- 1880 : George Marshall, sekretour-stad stadunanat, a savas ar Steuñv Marshall (Priz Nobel ar Peoc'h) e 1953.
- 1899 : Jean Wall, aktour ha filmaozer gall.
- 1908 : Sir Simon Wiesenthal, a glaskas war-lerc'h torfedourien nazi.
- 1931 : Michel Bernard, reder damhir gall.
- 1937 : Sir Anthony Hopkins, aktour kembreat.
- 1942 : Andy Summers, sonaozer saoz hag eil soner gitar eus istor ar strollad The Police.
- 1948 : Donna Summer.
- 1977 : Psy (Park Jae-Sang).
Marvioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1807 : Jacques Cambry, kronikour, politikour ha tudoniour, diazezer an Akademiezh Keltiek.
- 1875 : Placide Guézou, beleg ha troour brezhonek.
- 1877 : Gustave Courbet, livour ha dispac'hour gall.
- 1896 : Olier Souetr, barzh (savet gantañ Gwerz Kêr Is).
- 1954 : Eugene Znosko-Borovsky, mestrc'hoarier echedoù, skrivagner ha kelennour rusian.
- 1980 : Marcel Barzin, prederour, politikour ha mestrc'hoarier echedoù belgiat.
- 1980 : Raoul Walsh, filmaozer amerikan.
- 1985 : Rick Nelson.
- 2018 : Andreo ar Merser, kelenner hag embanner brezhonek.
Lidoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Katoligiezh:
- Sent an deiz :
- sant Jelvestr, 33vet pab (etre 314 ha 335). Gant Kustentin Iañ, impalaer e oe e penn sened Arles (314) ha sened-meur Nikaia (325);
- santez Katarina Labouré (1806-1876), leanez eus Kevredad Merc'hed ar Garantez;
- sant Maeleg, diazezer manati Lanvaeleg.
- Sent an deiz :
- Noz Kalanna
Forzh gouelioù e-pad an noz el lodenn vrasañ eus ar bed evit an tremen d'ar Bloaz nevez.