VIvet kantved
Neuz
(Adkaset eus 6vet kantved)
../.. | IVe kantved | Vvet kantved | VIvet kantved | VIIvet kantved | VIIIvet kantved | ../..
Bloavezhioù 500 | Bloavezhioù 510 | Bloavezhioù 520 | Bloavezhioù 530 | Bloavezhioù 540
Bloavezhioù 550 | Bloavezhioù 560 | Bloavezhioù 570 | Bloavezhioù 580 | Bloavezhioù 590
501 | 502 | 503 | 504 | 505 | 506 | 507 | 508 | 509 | 510 |
511 | 512 | 513 | 514 | 515 | 516 | 517 | 518 | 519 | 520 |
521 | 522 | 523 | 524 | 525 | 526 | 527 | 528 | 529 | 530 |
531 | 532 | 533 | 534 | 535 | 536 | 537 | 538 | 539 | 540 |
541 | 542 | 543 | 544 | 545 | 546 | 547 | 548 | 549 | 550 |
551 | 552 | 553 | 554 | 555 | 556 | 557 | 558 | 559 | 560 |
561 | 562 | 563 | 564 | 565 | 566 | 567 | 568 | 569 | 570 |
571 | 572 | 573 | 574 | 575 | 576 | 577 | 578 | 579 | 580 |
581 | 582 | 583 | 584 | 585 | 586 | 587 | 588 | 589 | 590 |
591 | 592 | 593 | 594 | 595 | 596 | 597 | 598 | 599 | 600 |
|
D'ar 1añ Genver 501 e krog ar VIvet kantved hag echuiñ a ra d'an 31 Kerzu 600.
Darvoudoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Sevenadur Thule kozh en Alaska (500-1100), diorroet gantañ un armerzh azas ma c'hoari ar balumeta ur rol diazez (treantoù, goafioù). Chaseet e vez ivez ar reuniged, ar c'holeoù-mor, ar c'hariboued hag ar jiboez pluñv. Implijet e vez stlejelloù kaset war-bouez chas ha kayakoù. Kinklet eo ar priajoù implijet e kêriadennoù pad enno tiez goañv difuet mat. Ostilhoù war blakennoù mein.
- Trede marevezh ar gantennered (Basketmaker III, 500-700) e mervent ar Stadoù-Unanet. Kavet e vez kêriadennoù enno betek un 50 ti damzouaret bennak staliet war savennoù nepell eus plaenennoù beuzadus ma kresk maiz, koulourdrennoù ha fav.
- A-us da diez ar Basketmaker III e kaver grignolioù stokañ. Degaset ez eus biroù ha gwaregoù da gemer lec'h ar spegoù hag ar bizhier-bannañ.
- Poderezh-pri a zo degaset e kêriadennoù ar Basketmaker III dre ar sevenadur Mogollon amezek (priaj gris, kinklet a-wechoù gant tresoù du hag echuet dre lintrañ).
- Bog Teotihuacán. E Mec'hiko eo Teotihuacán c'hwec'hvet kêr ar bed gant e-tro 200 000 a dud.
- Degouezhet eo ar Vantoued e Suafrika gant an houarn hag ar chatal doñvaet.
- Kêr gentañ Zimbabwe, a orin bantou evit doare, etre ar VIvet hag an VIIIvet kantved.
- Sevenadurioù araokaet e traoñienn ar Senegal.
- War zisteraat ez a rouantelezh Aksoum (VIvet-VIIvet kantved). Testeniekaet eo al levezon Yuzev enni. Kollet eo ganti he ferc'henniezhioù en Arabia ha, gant emled an Islam, e vo rediet d'en em dreiñ trema ar su.
- Goude diskar Meroe, ez eus savet teir rouantelezh kristen e Nubia hag e Soudan an Nil, harpet gant Bizantiz : rouantelezh Nobatia en norzh (Ballana e gêr-benn ), Makourra e Nubia (Dongola e gêr-benn) hag Alodia (Aloa, kêr-benn Soba, e su ar 6vet dourlamm e Soudan. Padout a raint betek ar XIVvet-XVvet kantved. Aduidi ar feiz kristen koptek eo Nubiz evit ar pep brasañ.
- Dongola, kêr-benn Makourra, eo poent loc'h pistenn an Tchad dre an Darfour.
- Bodet eo priñselezhioù Tibet dindan aotrouniezh ar roue Gnya-khri anezhañ ur Penn eus traoñienn strujus ar Yarlung, adstêr an Tsangpo (Brahmapoutra). Skoulmet e vo gant e vab darempredoù gant India ha Sina ; d'ar mare-se eo bet krouet kêr Lhassa. E dibenn ar c'hantved e kas Namri Songtsen, roue Tibet, ur politikerezh emledañ dre heg. Taget e vez ar pobloù war an harzoù gant India ha Sina ha karavanennoù hent ar seiz.
- Savidigezh Boudaoù ramzel manati roc'hellek Bâmiyân en Afghanistan, eus 35 ha 53 metr sav (VIvet-VIIvet kantved]]). Alaouret e oa an delwennnoù kinklet gant dilhadoù prizius.
- Krouet Akademiezh Gundeshapur, kentañ akademiezh bed ar reter en Iran gant Khosrau Iañ Persia.
- Troet eo istorioù boudaat Jataka e Perseg dre urzh ar roue zoroastrat Khosrau.
- Ren a ra an tierniezhioù Châlukya war rann gornôkañ Indez hag an Dekkan betek 1297. Dilechiet eo ar gêr-benn eus Aiholi da Bâdâmi gant an diazezer Pulakeshim Iañ (550-760). Mont a raio e warlerc'hidi betek ar Gudjarat ha bro Andhra hag int ober o renkoù enno.
- Krouiñ a ra Pushyabhuti tierniezh ar Vardhamanaed a ren e Thaneshwar, e-kichen Lahore (Pundjab). Dont a raio a-benn Prabhakara-Vardhana, unan eus e ziskennidi, mab d'ur briñsez Gupta, da astenn e levezon goude bezañ kaset da benn argadegoù a-enep d'an Huned.
- E Korea e teu ar voudaegezh da vezañ un nerzh galloudus; awenet don eo ganti buhez speredel hag arzel Silla.
- 552 : Eus Baekje (Korea) e tremen ar voudaegezh da Japan; mont a raio da greñvaat al luskad darvoudoù emdreiñ ar marevezh Asuka.
- Mont a ra da get rouantelezh Funan (e su Viêt-Nam).
- Freuz ha reuz en Azia abalamour d'ar Vosenn zu.
- Tre ez a ar voudaegezh Zen e Viêt-Nam, adalSina.
- Treuzvevañs ar reizhiad armerzhel roman e Europa ar c'hornôg.
- Sinagogoù e Pariz hag Orleañs. Yuzevien zo e Marselha.
- Bourc'hioù dilezet e Norzh Europa abalamour d'an dourioù-beuz. Kollet o douaroù ganto e tivro ar pobloù german trema ar c'hornôg. En em staliañ a reont e reter Enez Vreizh (Bro-Saoz hiziv) hag, evit darn, e Galia.
- Emsavadeg ar Vrezhoned a-enep an Angled (VIvet-VIIvet) e rouantelezh Strathclyde (su Skos, hanternoz Bro-Saoz), orin mojenn ar roue Arzhur.
- Barzhoniezh en Iwerzhon; treuzskrivet eo danevelloù-meur an hengoun keltiek. E Kembre en em stumm mojenn Arzhur maget m'eo gant dibun an emgannoù dizehan a-enep an Angled. Kaoter ar strujuster, an traezoù marzhus, an harozed hag o zroioù-kaer zo temoù keltiek anezho.
- Kregiñ a ra alouberien ha trevadennerien iwerzhonat, ar Skosed da zivroañ da Galedonia (diwezhatoc'h e teuio da vezañ Bo-Skos)
- Krouet eo manati Glendalough, Wicklow, Iwerzhon gant sant Kevin
- Troet bibl Wulfila evit ar C'hoted. Koshañ diell ar bed germanek e vije.
- Takad Aargau a-vremañ a gouezh etre daouarn ar Franked.
- Kentañ tierniezh danat war enez Sjaelland. Skjördr, kentañ roue tierniezh ar Skjöldungar e Danmark.
- Paotr Grauballe, aberzhet e-tro 500 ha laosket en un daouarc'heg eus Danmark hag adkavet miret en ur stad peurvat pelloc'h.
- Oberiantiz porzh Helgö e Sveden e-pad marevezh Vendel.
- Dizoloet ez eus bet e Helgö (enez el lenn Mälar, e Sveden), traezoù deuet eus Meurvor Indez, deiziataet eus ar VIvet kantved (Bouda arem bihan, kregin).
- Donoc'h ez a hent ar seiz en Europa, ha krog eo ar sidanerezh eno.
- Bulgared Kutriguri en em stailh e Roumania a-vremañ.
- Diazezet eo Karantania, kentañ Stad Slovenat ha slav stabil ha dizalc'h.
- Rouesoc'h eo an dornioù labour e maezioù an Impalaeriezh Vizantat (e-tro 500) ha, da c'houde, chagadur. Nebeutoc'h-nebeutañ a sklaved nevez a vez. En arvar emañ an domanioù bras, re an Iliz peurgetket. En em gavout a ra Yann Gouer en ur stad dereat a-walc'h, skoazellet m'eo gant ar Stad a zistegn he c'hrog. N'eo ket ken stag an drevadennerien ouzh o zamm douar ken. E-kreiz ar c'hantved e kroger da skañvaat bec'h an tailhoù. Berzh a ra renkad an "emphyteoted", anezho tud bet laosket un dachenn dezho war meur a rummad pe da viken en eskemm d'ur feurm izel, diwar-goust an Iliz.
- Savet ez eus lec'hioù kreñv difennet gant kaelioù koad ha pri e Polonia (castra).
- Barroù bosenn zu e Kergustentin hag er peurrest eus an Impalaeriezh roman.
Tud dibar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- E Spagn ez eus ganet ur rouantelezh kreñv hag unvan diwar kemmesk etre ar Wizigoted ha tud ar vro. Marevezh strujus. Izidor Sevilha eo gouziekañ den ar mare; lennet ha studiet e vo e oberennoù a-hed ar Grennamzer.
- Pab Gregor Veur (590-604)
- Trec'het an Angled hag ar Saksoned gant ar roue Arzhur
- Justinian, Impalaer bizantat (527-565)
- Belisarius, diwezhañ jeneral roman meur
- Gregor Teurgn (e-tro 538-594?)
- Beowulf, roue (mojennel ?) ar C'hGeated
- Jordanes, aozer ar Getica.
- Procopius, istorour.
- Abraham Kidunaia
- Austell
Ijinadennoù, kavadennoù, degasadennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Y Gododdin, skridoù e kembraeg e vije ar c'hosañ meneg eus ar Roue Arzhur
- Krouet gant Dionysius Exiguus reizhiad an Anno Domini awenet gant ganedigezh Jezuz, e 525. War ar reizhiad-mañ emañ diazezet an deiziadur juluan, an gregorian hag ar marevezh kristen.
- Ijinet eo c'hoari ar backgammon (nard) e Persia gant Burzoe
- Degaset eo an echedoù da Bersia eus India ma vint kemmet
- Implijet eo an harnez bruched evit ar c'hezeg er rouantelezh frank
- Deuet eus Sina, mestroniet eo teknologiezh ar seiz gant an impalaeriezh vizantat