Mont d’an endalc’had

Acre (stad)

Eus Wikipedia
Acre
Banniel Ardamezioù
Acre
Kartenn Brazil
Riezh  Brazil
Kêr-benn Rio Branco
Kêr vrasañ Rio Branco
Gorread 152 189 km²
Poblañs 732 793 (2010)
Stankter 4,8 ann./km²
MDD (2005) 0,697 – etre
Gwerzhid-eur UTC-4
ISO 3166-2:BR BR-AC
Ur pennad Acre zo ivez.

Acre (distagadur portugalek: [ˈakɾi]) zo unan eus ar 26 stad a ya d'ober Bro-Vrazil. War harzoù Perou ha Bolivia emañ, e penn kornaoueg ar vro. Er rannvro Norte emañ. Anvet eo diwar-lerc'h anv ar stêr Acre. 152 581,4 km² zo dezhi, hag un tamm bihanoc'h eget Tunizia eo. Rio Branco eo ar gêr-benn.

Sed ar c'hêrioù tudet ar muiañ:

  • Rio Branco, kêr-benn ar stad, 314.127 a dud enni, 8.831 km² dezhi
  • Cruzeiro do Sul: 86.725 a dud enni, 8.816 km² dezhi
  • Feijó: 39.365 a dud enni, 27.964 km² dezhi
  • Sena Madureira: 33.614 a dud enni, 23.732 km² dezhi
  • Tarauacá: 30.711 a dud enni, 20.199 km² dezhi
  • Senador Guiomard: 21.000 a dud enni, 2.321 km² dezhi.

E 1903 e voe kemeret douaroù Acre gant Brazil digant Bolivia.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.