Mont d’an endalc’had

Adalberto Iañ Toskana

Eus Wikipedia

Adalberto Iañ (war-dro 820-884) a oa markiz Toskana ha Tutor Corsicae adalek 846. Mab e oa da Bonifacio II Toskana Kont Lucca ha da Rotilde; Bonifacio a oa bet tennet e vadoù digantañ gant Lotar II . Ren a reas war-lerc'h e vreur henañ, Aganus Toskana, ha hir e voe e ren. Tad e oa da Adalberto II.

Difenn a reas Korsika diouzh ar Sarazined.

Mont a reas a-du gant Karloman, Roue Bavaria, a-enep an impalaer Karl Voal, Roue ar Franked, er brezelioù evit Rouantelezh Italia. Ar pab Yann VIII avat a roe harp d'an impalaer. Mont a reas a-du gant ar pab Formosus a-enep Yann VIII . Gant skoazell Lamberto Iañ Spoleto, e miz Meurzh 878, e kasas e arme da aloubiñ Roma ha da lakaat ar pab Yann VIII da blegañ. Hennezh a repuas en iliz Sant Pêr. Hag Adalberto a lakaas pennoù bras Roma da douiñ bout feal da Karloman. Abalamour da se e voe ezkumunuget, hogen van ne reas.

Mervel a reas pe e 884, pe marteze kentoc'h e 886, hag e vab Adalberto II a renas war e lerc'h.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]