Mont d’an endalc’had

Aled

Eus Wikipedia

Aled[1] (skrivet Alet, hag Aleth alies, e galleg; Aletum e latin) a oa kêr bennañ ar bobl Kuriosolited war-lerc'h amzervezh Kersaout, war lez dehou aber ar stêr Renk. Hiziv emañ e Sant-Servan, kumun gozh enteuzet e kêr Sant-Maloù.

Amzer ar Gelted

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tud zo bet eno adal Nevezoadvezh ar Maen. Fenikianed zo tremenet aze a-raok mont gant ar stêr Renk, ha lezet o deus ur groaz kizellet er roc'h (anse Saint-Père). Kenwerzh a raent gant Enez Vreizh.

En 80 kent JK e teuas Kuriosolited, unan eus Pobloù Arvorig, da sevel ur gêr, hag a deuas da vout o fennkêr. En amzer-hont e oa izeloc'h ar mor, 8 m izeloc'h eget bremañ.

Amzer ar Romaned

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dalc'het e voe kêr gant ar Romaned ha c'hwezet e voe an tan enni ganto er bloaz 10, evit rediañ an dud da vont da chom da Gersaout(Daveoù a vank). Dont a reas Aled da vezañ Reginca, diwar anv ar stêr Renk. Savet e voe tier e maen. Eno e voe diazezet soudarded roman anvet Martentes (soudarded Meurzh)[2].

War-dro 270 e voe mogeriet Aled, a-hed 1 800 m, savet tourioù, aozet straedoù. Div zor a oa da vont enni, ha kreskiñ a reas oberiantiz porzh Reginca.

Aber ar Renk, a-drek an tour Solidor, Dinarzh en tu all, war al lez kleiz. War lez dehou an aber e oa kêr Aled.

El lennegezh vrezhonek

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gant Aleth en devoa graet Zavier Langleiz el levrenn I (Marzhin) eus e Romant ar roue Arzhur (Al Liamm, 1975) :
« Goude o devout douaret e Breizh-Vihan, e porzh Aleth — pe,
ma fell deoc'h e Sant-Malo, evit reiñ da Aleth e anv bremañ —
Marzhin hag e vignoned a zivizas kenderc'hel da veajiñ a-gevret
betek en tu all da Roazhon. [...].», pajennoù 112-113.

Lec'hanvadurezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gant anv Aled eo savet hini ar paou "Poualed" (Clos-Poulet e galleg) a gaver en anv Sant-Pêr-Poualed da skouer.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Roparz Hemon, Nouveau dictionnaire breton-français, 1978, Al Liamm, p.29a.
  2. Notitia Dignitatum