Ali Farka Toure
Ali Ibrahim "Farka" Touré (1939 - 7 a viz Meurzh 2006), kaner ha gitarour a vro Mali, hag unan eus ar sonerien brudetañ en Afrika. E sonerezh a zo ur meskaj etre ar sonioù hengounel eus e vro genidik hag ar Blues amerikan. Kanañ a rae e meur a yezhoù afrikan : songhaieg, fulaeg, pe d/tamacheg da skouer.
buhezskrid
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E anv, Farka, a dalv "Azen", evit deltu al loen. Ganet eo bet e Kanau, ur geriadenn tost d'ar ster Niger. Kroget en deus sevel tonioù goude bezañ gwelet sonadeg Fodeba Keïta, ur soner eus Gine. Sevel a reas neuze e strollad kentañ e 1960 : ar strollad 117. Seniñ a raio gantañ e Mali a-bezh. E 1970 ez eas e-barzh laz-seniñ Radio Mali, lakaet maez al lezenn gant ar gouarnamant e 1973. Kenderc'hel a reas seniñ diouzh e du e kornog Afrika a-bezh. E bladenn gentañ a zo deuet er-maez e 1976, hag adalek 1980 ez eas Ali Farka Toure da seniñ er bed a-bezh evit e droiad etrebroadel kentañ. Goude meur a bladennoù, e tivizas e 1997 en em ouestlañ d'al labour douar en e geriadenn, Niafounke. Diwar-se e savas koulskoude ur bladenn graet Niafounke anezhi. Enni e kano e labour, an deskadurezh, ar justis, hag an Apartheid.
Dilennet evel maer Niafounke (en anv ar strollad Unvan evit ar Republik hag an Demokratelezh), e kendalc'has moarvat da sevel pladennoù all (daou e 2005).
Mervel a reas d'ar 7 a viz Meurzh 2006 e Bamako, diwar ur c'hrign-bev an eskern. O paouez echuiñ e labour evit e bladenn ziwezhañ e oa.
Pladennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1976 : Farka
- 1987 : Ali Farka Touré
- 1990 : The river - World Circuit
- 1992 : The source - World Circuit
- 1994 : Talking Timbuktu - World Circuit asambles gant ar gitarour Ry Cooder
- 1996 : Radio Mali - World Circuit
- 2005 : Niafunké - World Circuit-
- 2005 : In the heart of the moon, gant Toumani Diabaté