Alys Bro-C'hall
Reizh pe jener | plac'h |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Rouantelezh Bro-C'hall |
Anv e yezh-vamm an den | Adèle de France |
Anv-bihan | Adèle |
Anv-familh | talvoud ebet |
Titl noblañs | Kont |
Deiziad ganedigezh | 4 Her 1160 |
Lec'h ganedigezh | Rouantelezh Bro-C'hall |
Deiziad ar marv | talvoud dianav |
Lec'h ar marv | Ponthieu |
Tad | Loeiz VII |
Mamm | Constanza Kastilha |
Breur pe c'hoar | Fulup II an Aogust, Marc'harid Bro-C'hall, Agnès de France, Alice of France, Marie de France |
Pried | William IV, Count of Ponthieu |
Kompagnun(ez) | Herri II |
Bugel | Marie, Countess of Ponthieu, daughter d'Anjou |
Familh | Tiegezh Capet |
Yezhoù komzet pe skrivet | galleg |
Micher | feudatory |
Alys Bro-C'hall (1160 – c. 1220), a oa ur briñsez c'hall, ha kontez Vexin. merc'h e oa d'ar roue gall Loeiz VII (1120-1180), ha d'e eil pried Constanza Kastilha. Hanterc'hoar e oa da Fulup II.
He buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Hanterc'hoar e oa da Marie de Champagne hag Alix de France, bugale Loeiz hag Eleanora Akitania, ha c'hoar yaouankañ Marguerite Bro-C'hall. O mamm a oa addimezet d'ar roue saoz Herri II. Pemp sizhun goude marv Constance, o c'henel Alys, ec'h addimezas ar roue da Adèle Champagn, ha ganti en doe daou vugel all, hag en o zouez ar mabig a deuas da vout Fulup II.
E Genver 1169 e voe sinet un emglev etre ar rouaned Loeiz ha Herri evit dimeziñ Alys, merc'h Loeiz, da Richarzh, mab Herri. Ha kaset e voe Alys, eizh vloaz dezhi, da Vro-Saoz, hervez ar c'hiz.
Marv Herri II
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Goude marv e dad Herri II Plantagenêt, d'ar 6 a viz Gouhere 1189, e voe degaset Alys d'e vab Richarzh da Rouen, en C'hwevrer 1190. En 1191 e kasas keloù da roue Bro-C'hall, he breur Fulup II, ne oufe ket dimeziñ d'ar briñsez c'hall abalamour d'an dizenor a oa warni hervezañ.
En aner e klaskas Fulup he reiñ da bried da Yann Dizouar, breur yaouankoc'h Richarzh.
A-benn ar fin e timezas anezhi d'an 20 a viz Eost 1195 da Guillaume II Talvas (war-dro 1178-1221), kont Ponthieu. Evel argouroù e roe kontelezh Eu, kontelezh Arques hag ur brestadenn 5000 mark.
he bugale
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Marie de Ponthieu (a-raok 1199 - † 1250), a zimezas div wech:
- da Simon de Dammartin († 1239), kont Aumale ha Dammartin, hag a oa pennhêr kontelezh Ponthieu;
- da Mathieu de Montmorency († 1250).
- da Simon de Dammartin († 1239), kont Aumale ha Dammartin, hag a oa pennhêr kontelezh Ponthieu;
- Jean II de Ponthieu (1199 - † 1214) .