Mont d’an endalc’had

Anarawd ap Rhodri

Eus Wikipedia

Anarawd ap Rhodri (marvet e 916) a oa roue Gwynedd, hag ober a raed Roue ar Vrezhoned anezhañ en Annales Cambriae.

E penn Kembre a-bezh e oa e dad, Rhodri Mawr, met goude marv hemañ e 878 en un emgann a-enep Saozon Mercia, e voe rannet ar vro etre e dri mab, Anarawd, Cadell ha Merfyn. Gant Anarawd ez eas kurunenn Gwynedd.

Dizemglev ebet ne oa etre an tri breur, koulskoude, ha kenlabourat a rejont a-enep rouantelezhioù bihan arall eus Bro-Gembre.

E 881 e voe aloubet ar vro gant Æthelred Mercia met gouest e voe Anarawd da faezhañ anezhañ en un emgann gwadek e-kichen aber ar stêr Conwy meneget en Annales Cambriæ evel dial Doue evit Rhodri, an tad lazhet gant ar Saozon.

Evit mirout ouzh arsailhadennoù all gant Saozon Mercia e reas Anarawd un emglev gant roue danat York. Dre ma ne gavas ket e gont gant an emglev-se e reas unan all gant Alfred Veur, roue Wessex, ha mont a reas d'e welout d'e lez. Evit kaout gwarez digant Alfred e rankas Anarawd anavezout dreistgalloud Alfred. Kentañ tro e oa da rouaned Gwynedd anavezout galloud ur roue saoz warne. Diwar neuze e fellas d'ar rouaned saoz e vije anavezet o galloud dreist gant Kembreiz.

E 894 e tiarbennas Anarawd un arsailh kaset gant un arme danat en hanternoz Kembre; hag er bloaz war-lerc'h e reas un dro-vrezel dre gCeredigion hag Ystrad Tywi er c'hreisteiz. Evit doare e oa un toullad Saozon gantañ en e arme. E 902 e tiarbennas un argasadeg war Enez Môn gant Daniz Dulenn bleniet gant Ingimund.

Mervel a reas Anarawd e 916 hag e vab Idwal Foel ab Anarawd an hini a voe roue war e lerc'h.

Gantañ e oa bet tierniezh Aberffraw, diwar anv e lez en Enez Môn. E c'hourvibien a renas e Gwynedd betek aloubadeg ar Saozon en XIIIvet kantved gant o roue Edouarzh Iañ.

En e raok:
Rhodri Mawr
Roue Gwynedd

878916
War e lerc'h:
Idwal Foel