Mont d’an endalc’had

Aoraki

Eus Wikipedia
Aoraki, pe Menez Cook

Aoraki pe Menez Cook (Mount Cook e saozneg) eo ar menez uhelañ e Zeland-Nevez (3 754 metr). Unan eus kernioù Alpoù ar Su eo, en aradennad-venezioù en em astenn a-hed aod kornôg Enez ar Su. Mont a ra kalzik a douristed da ergerzhet ar menez-se ha plijout a ra ivez d’ar grimperien menezioù arroutet-mat. Er menez Aoraki emañ ar skorneg Tasman er reter hag ar skorneg Hooker er c’hornôg.

Dave a ra an anv maoriek Aoraki d’un den e mojennoù Maoried Enez ar Su. Gant ar Saoz John Lort Stokes e voe anvet Mount Cook en enor d’an ergerzher James Cook, a voe an Europad kentañ oc’h ergerzhet trowardroioù Enez ar Su (hogen James Cook ne dostaas ket d’ar menez-se, pa oa o vageal).

E 1894, evit ar wech kentañ, savas tri den, Tom Fyfe, George Graham ha Jack Clarke, betek penn uhelañ ar menez.

Abaoe 1998 e vez graet ent-ofisiel gant an anv “Aoraki/Mount Cook“ da envel anezhañ, diwar an anv maoriek hag an anv saoznek.


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.